Lunedenn (arm-tan)

Eus Wikipedia

Ul lunedenn a zo ur benveg a vez montet war fuzuilhoù pe karabinennoù evit gwelet ar sibl a-bell. Implijet e vez er sportoù-tennañ, en armeoù hag evit chaseal.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur fuzuilh amerikan Springfield M1903 A4. Ul lunedenn Weaver 330 eus deroù ar bloavezhioù 1930 zo montet warni.

Goude taolioù-esae adalek ar XVIIvet kentved e oa bet ijinet al lunedenn vodern kentañ evit ar fuzuilhoù etre 1835 ha 1840 e Stadoù-Unanet Amerika. Deskrivet e oa el levr The Improved American Rifle, skrivet e 1844. Savet e oa bet gant Morgan James, un armeurer eus Utica (stad New York), diwar soñj hag alioù un ijinour saoz hag amerikan, John R. Chapman.

E 1855 e krogas al lunedour William Malcolm eus Syracuse (stad New York) da broduiñ e lunedennoù en ur lakaat warne ostilhoù da reoliañ anezhe. E lunedennoù ha reoù graet gant ar bravigour L. M. Amidon (Vermont) a zeuas da vezañ lunedennoù standart ar snipers kentañ e-pad Brezel Diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.[1]

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lunedenn war ur fuzuilh sniper amerikan M110. An nozelennoù reoliñ zo e kreiz ar benveg.

Sifroù a vez implijet da zeskrivañ he ferzhioù nesañ : ul lunedenn 6-24x50 a sinifi e c'hall brasaat an traoù etre 6 ha 24 gwech hag eo 50 mm treuzkiz he gwerenn. Nozelennoù reoliñ a gaver war ul lunedenn :

  • nozelenn reoliñ an driv, a-zehou alies ;
  • nozelenn reoliñ an uhelder, a-us alies ;
  • a-wechoù e kaver war al lunedennoù resisañ un nozelenn reoliñ evit an oleeunad, war an tu kleiz peurliesañ.[2]

An nozelennoù reoliñ evit an driv hag an uhelder a zo meur a gclick dezhe. Pep click a dalv e vez diblaset ar stok war ar sibl eus ur serten hirder, eztaolet e milimetroù evit al lunedennoù MRAD (a ra gant ar sistem metrek) pe e meutadoù evit ar re MOA (a ra gant ar sistem imperial). Ul lunedenn a ranker reoliñ he "foent zero" a-raok implijout anezhi, da lavaret eo ober e doare ma vefe tennet war ar poent bizet pa lakaer kreiz ar c'hroazlin warnañ.

Kroazlin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hroazlinoù nesañ a gaver war al lunedennoù-tennañ.

Ur c'hroazlin a zo ur stumm a weler pa seller dre al lunedenn. Ur groaz a c'hall bezañ evit al lunedennoù simplañ. War ar re luzietañ e vez dereziet ar c'hroazlin. Talvoudus eo da chaseourien zo pe d'ar soudarded evit gouzout pegen pell emañ ar pezh a welont.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The 1860's Target Rifle, Jones Jones, 2000 (sazoneg) [1]
  2. Tout savoir sur les lunettes (pevar rann) war chadenn un ijinour ispisializet war an armoù-tan, Les armes et la science by Jérémy, 2021 (galleg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan