Springfield M1903
Springfield Model 1903 | |
---|---|
Ur fuzuilh Springfield Model 1903 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | .30-03 Springfield (stummoù kentañ) .30-06 Springfield (adalek 1906) |
Produerien | Springfield Armory Rock Island Arsenal Remington Arms Company Smith Corona |
Mare produiñ | 1903-1949 |
Skouerennoù produet | 3.004.079 |
Mare implij | 1903-1936 (arm standart arme SUA), 1936-1969 (fuzuilh-resisted arme SUA) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 3,900 kg |
Hirder | 1.100 mm |
Hirder ar c'hanol | 610 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 91-274 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 850 m/s |
Endalc'h | Karger diabarzh 5 kartouchenn, pourvezet gant ul laonenn-gargañ |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Springfield M1903, pe Springfield Model 1903, a zo ur fuzuilh tennata dre vorailh stadunanat produet etre 1903 ha 1949. Implijet e voe gant an arme amerikan da vare ar Brezel-bed Kentañ dreist-holl, met servijout a reas e meur a vrezel war-lerc'h.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare ar brezel a-enep Spagn e 1898 e komprenas arme Stadoù-Unanet Amerika e oa diwar-lerc'h o fuzuilhoù Krag–Jørgensen M1892. Divizet e voe sevel un arm nevez diwar wikefre ar Mauser M1893, he doa diskouezet bezañ kalz efedusoc'h ha suroc'h war an tachennoù emgann. Produet e voe ar skouerennoù kentañ e arsanailh Springfield e 1903. Kambret e oant da gentañ evit ar munision .30-03, a rae gant ur boled ront ha ponner 220 gram. Dre ma oa fall a-walc'h bannouriezh ar c'hartouchennoù-mañ e voe divizet adkambriñ ar fuzuilhoù evit kartouchennoù .30-06, dezhe boledoù spitzer (begek) etre 150 ha 220 greunenn [1] a nije pelloc'h hag en un doare stabiloc'h.
Implijet e voe ar fuzuilh gant arme ar Stadoù-Unanet war an talbenn e Frañs adalek 1917. Kemeret e voe e lec'h gant an M1 Garand adalek 1936, met skouerennoù eus an M1903 a voe harzlammet d'an emsavioù rezistañs en Europa da vare an Eil Brezel-bed, hag implijet e voe an arm e meur a vrezel gant armeoù all betek ar bloavezhioù 1960. Ur stumm fuzuilh-resisted, an M1903 A4, warni ul lunedenn M84, a voe implijet en arme amerikan betek 1969.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur fuzuilh M1903 A4 a vez implijet er film Saving Private Ryan (Steven Spielberg, 1998) gant ar soudard Jackson, tenner resisted ar strollad amerikan.[2]
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brazil
- Kambodja
- Kanada
- Sina
- Costa Rica
- Kuba
- Bro-C'hall
- Trede Reich: ar fuzuilhoù krabanataet d'ar soudarded stadunanat a veze graet Gewehr 249(a) anezho. Ar re grabanataet da soudarded Commonwealth a veze graet Gewehr 249(e) anezho.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) PINEAU J.-M., Springfield M1903, un ancêtre en pleine forme e TirMag n°26, Meurzh-Ebrel-Mae 2024, p. 92-93
- ↑ (en) EGER Chris, The allied sniper rifles of WWII, 06/06/2014 (lennet d'ar 05/03/2024)