Mont d’an endalc’had

Krag-Jørgensen

Eus Wikipedia
Krag-Jørgensen


Pimpatrom 1892 eus ur fuzuilh Krag-Jørgensen M1894 norvegian
Kinnig
Bro Banniel Norvegia Norvegia
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 6,5 × 55 mm (stumm norvegian)
.30-40 Krag (stumm amerikan)
8 × 58 mm R (stumm danat)
Produerien Kongsberg Våpenfabrikk
Springfield Armory
Austrian Arms Company
Niver produet War-dro 700.000
Mare implij 1889-1940
Perzhioù teknikel
(hervez an adstummoù)
Mas (hep kartouchenn) Etre 3,380 ha 5,160 kg
Hirder Etre 986 ha 1.328 mm
Hirder ar c'hanol Etre 520 ha 832 mm

Hed-tenn pleustrek 900 m
Tizh mont e-maez ar boledoù Etre 580 ha 870 m/s hervez ar munisionoù
Endalc'h Karger diabarzh 5 kartouchenn
Adstummoù nesañ M1889 (danat), M1892 (stadunanat), M1894 (norvegian), dezhe bep a adstummoù
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Krag-Jørgensen a oa ur fuzuilh tennata dre zorn norvegian ijinet gant Ole Herman Johannes Krag, ofiser ha rener ar Kongsberg Våpenfabrikk, arsanailh stad Norvegia, asambles gant an ijinour Erik Jørgensen. Un arm-skoaz standart e voe en armeoù Danmark, Stadoù-Unanet Amerika[1] ha Norvegia.

E 1886 e klaske Danmark ur fuzuilh nevez evit e arme. Krag ha Jørgensen a ginnigas dezhe kentpatrom ur fuzuilh-vorailh nevez, enni ur c'harger da wintañ 10 kartouchenn, e stumm ur glozenn diavaez, tro-dro da gulasenn an arm. Nevez e oa e-keñver ar c'hargerioù korzennek kinniget er fuzuilhoù Krag betek-neuze.

Goude un nebeud esaeoù war an dachenn e voe digresket an niver a gartouchennoù er glozenn da 5 ha dibabet an arm gant an arme danat e 1889. Kambret e oa e 8 × 58 mm R. Stummoù all a voe savet : ur garabinenn verroc'h hag ur fuzuilh-resisted ponneroc'h he c'hanol. Implijet e voent gant an arme danat betek 1940. Anvet eo peurliesañ Krag-Jørgensen M1889 ; ar stumm ralañ da gavout eo hiziv an deiz.

Stummoù amerikan ha norvegian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù ar bloavezhioù 1890 e klaske ar Stadoù-Unanet un arm nevez evit kemer plas ar fuzuilhoù un-tenn Springfield M1873 implijet betek-neuze ha diamzeriet e-keñver an armoù nevez produet en Europa. Choazet e voe e 1892 ar Krag-Jørgensen kambret evit kartouchennoù all (.30-40 Krag) ha dezhe ur glozenn un tammig disheñvel. Tro 500.000 anezhe a voe produet e arsanailh Springfield etre 1894 ha 1904. Anvet eo ar stumm-mañ Krag-Jørgensen M1892.

Implijet e voe an arm gant arme ar Stadoù-Unanet er brezel a-enep Spagn e 1898 e Kuba hag er Filipinez. Diskouez a reas bezañ ur fuzuilh aes da zornata, fiziapl ha solut, met gwan e oa galloud-herzel he boledoù e-keñver reoù ar Mauser M1893 implijet gant Spagn, enni kartouchennoù 7 × 57 mm Mauser. Klasket e voe implijout munisionoù kreñvoc'h er Krag-Jørgensen, met distummañ a raent ar glozenn[1]. Divizet e voe dibab un arm nevez e-lec'h klask gwellaat ar Krag-Jørgensen : ar Springfield M1903 a gemeras e blas e 1903.

Ur stumm all, tost d'ar stumm amerikan, a voe dibabet evel arm standart gant arme Norvegia e 1894. Kambret e oa e 8 × 58 mm R. War-dro 133.000 skouerenn anezhe a voe produet[2]. Krag-Jørgensen M1894 eo anvet peurvuiañ.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (fr) GUILLOU Luc, MATOUS Hervé, Les fusils Krag-Jorgensen US 2ème partie e Cibles n°643, miz Genver 2024, pp. 76-80
  2. (en) The Norwegian M1894 Krag-Jorgensen rifle (lennet d'ar 01/05/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan