6,5 × 55 mm
| 6,5 × 55 mm | |
|---|---|
Ur gartouchenn 6,5 × 55 mm | |
| Doare | |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Broioù orin | |
| Bloavezh krouidigezh | 1891 |
| Mare produiñ | Abaoe 1894 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 6,71 mm |
| Ø trogleuziñ | 6,50 mm |
| Ø kolier | 7,60 mm |
| Ø skoaz | 11,04 mm |
| Ø korf an douilhez | 12,20 mm |
| Ø strad | 12,20 mm |
| Tevder ar strad | 1,50 mm |
| Hirder an douilhez | 55 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 80 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 6,5 - 10 g |
| Tizh ar boled V0 | 780 - 970 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4100 bar |
| Energiezh ar vannadell | 2.962 - 3.340 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 6,5 × 55 mm, anvet ivez 6,5 × 55 mm SE, 6,5 × 55 mm Swedish er broioù saoznek, pe 6.5 mm patron m/94 hervez e anv orin en arme, zo ur munision armoù-skoaz krouet e 1891 gant Rouantelezhioù Unanet Sveden ha Norvegia ha produet adalek 1894. Implijet e voe er fuzuilhoù Krag-Jørgensen pourvezet da arme Norvegia adalek 1894 hag er Mauser 93 e servij en arme svedat e 1896[1].
Karget e oa da gentañ gant ur boled 10,11 g ront e benn, ha balistit, ar poultr div vazenn gentañ ijinet gant Alfred Nobel e 1888. Uzañ a rae kanolioù ar fuzuilhoù re vuan koulskoude, ha kemmet e voe ar gartouchenn en ur ensoc'hañ enni ur boled krommvegek 9 g ha poultr ur vazenn dezhañ[2].
Hiziv-an-deiz eo poblek ar 6,5 × 55 mm e Stadoù-Unanet Amerika hag e norzh Europa evit chaseal hag evit ar sportoù tennañ. Brudet eo evit bezañ ur gartouchenn c'halloudus, resis hag eeun red he boled[2].
-
Stumm kentañ ar 6,5 × 55 mm en e stumm evit an arme, dezhañ ur boled ront implijet betek 1940
-
Stumm spitzer produet adalek 1941
-
Ur gartouchenn wenn (boled e koad) 6,5 × 55 mm
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 6.5x55 war Terminal Ballistics Research (lennet d'an 02/09/2024)
- ↑ 2,0 ha 2,1 (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 111