Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia
Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet
brezel
Rann eusdispac'h Filipinez, Brezel-dieubiñ Kuba Kemmañ
Lec'hMor Karib Kemmañ
Raklec'hiet gantBrezel-dieubiñ Kuba Kemmañ
Deiziad1898 Kemmañ
Deiziad kregiñ25 Ebr 1898 Kemmañ
Deiziad echuiñ11 Eos 1898 Kemmañ
PerzhiadStadoù-Unanet, Republic of Cuba, Revolutionary Government of the Philippines, Spain under the Restoration Kemmañ
EfedTreaty of Paris Kemmañ
Peñseadenn al lestr stadunanat Maine, e porzh La Habana e 1898.

Brezel 1898 (Guerra de Cuba pe Desastre del 98 e Spagn ; Guerra hispano-cubano-norteamericana e Kuba ; Guerra hispanoamericana e Puerto Rico ;Spanish–American War e SUA) a voe ur brezel etre Spagn ha SUA hag a c'hoarvezas etre miz Ebrel ha miz Eost 1898, e-kerzh brezel-dieubiñ Kuba (1895-1898).

Da neuze ne rene ket ar yaouaer Alfonso XIII, hag e vamm Maria Kristina Aostria, intañvez Alfonso XII, a oa rejantez, ha Práxedes Mateo Sagasta a oa prezidant ar gouarnamant spagnol, pa oa William McKinley prezidant Stadoù-Unanet Amerika.

Klask a rae SUA lakaat o c'hrabanoù war an douaroù tramor diwezhañ a chome eus impalaeriezh Spagn, da lavarout eo Kuba, ar Filipinez, Puerto Rico ha Guam, war zigarez stourm evit o frankiz. Trec'h e voe SUA war arme Spagn.

D'an 10 a viz Kerzu 1898 e voe sinet feur-emglev Pariz a roe galloud da SUA war an holl zouaroù-se a oa bet kollet gant Spagn.[1]

Dizalc'h e voe Kuba betek 1901, pa zeuas SUA da lakaat o c'hrabanoù war drevadennoù spagnol ar Mor Karib.

Er Filipinez aloubet gant SUA e krogas brezel 1899-1902, etre an emsaverien ha SUA. Ar peurrest eus an douaroù dalc'het gant Spagn er Reter-Pellañ a voe gwerzhet d'an Impalaeriezh alaman dre Feur-emglev an 30 a viz C'hwevrer 1899 etre Spagn hag Alamagn, ma werzhas Spagn he enezegi diwezhañ d'an Impalaeriezh alaman — Inizi Mariana (war-bouez Guam), ar Palaos hag an Inizi Caroline — evit kement ha 25 milion a besetas (17 milion a zeutsch markoù).

Stad an traoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War an diskar edo galloud Spagn abaoe koll Kreisteizamerika, hag e dibenn an XIXvet kantved ne chome nemet un toulladig douaroù er Meurvor Habask en Afrika, hag en Indez. Dizalc'h e oa an darn vrasañ eus an impalaeriezh trevadennel ha kalzik eus ar re a chome e dalc'h Spagn a oa o klask ober heñvel.

Bagadoù emsavidi a oa oberiant er Filipinez, hag e Kuba e oa bet un emsavadeg armet ivez e-pad ar Brezel Dek vloaz, etre 1868 ha 1878, da glask gounit an dizalc'hiezh pa voe lakaet e sklaved en o frankiz gant ar planter Carlos Manuel de Céspedes ha savet un arme. Seizh planter all ha tregont a reas kemend-all hag a savas Bonreizh Republik Kuba.

War-dro 1894 e oa postet arc'hant amerikan er plantadegoù korz-sukr ha labouradegoù-sukr Kuba, kement ha 50 milion a zollaroù amerikan, hag ar c'henwerzh etre an div vro bep bloaz a save betek ur 100 milion a zollaroù. Sukr dreist-holl a veze kaset da SUA. Ouzhpenn-se, diskibien a oa d'an amiral Alfred Mahan, a wele Kuba evel al lec'h gwellañ da ober perzhier-brezel tost da SUA.

Met bec'h a oa e Kuba, hag er baourentez vras e oa ar bobl izel.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]