Springfield Armory
Springfield Armory (saozneg : arsanailh Springfield) a oa un arsanailh-stad hag a zo bet ijinet ha produet ennañ kalz armoù-tan hiniennel implijet gant arme ar Stadoù-Unanet etre dibenn an XVIIvet kantved hag ar bloavezhioù 1960. Unan eus al lec'hioù pouezusañ eo e istor milourel ar vro-se.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1777, da vare deroù brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet, Henry Knox, a oa e penn kanolierezh ar Continental Army, ha George Washington, a zibabas kêriadenn Springfield (Massachusetts) evit staliañ eno un arsanailh evit o arme[1]. Choazet e voe al lec’h abalamour d’ar stêrioù a rede tro-dro, pa ranke al labouradegoù implijout nerzh an dour da lakaat ar mekanikerezhioù da vont en-dro[2]. Pevar hent a-bouez (war-zu New-York, Albany, Boston ha Montreal) a geje eno ivez, ha pell a-walc'h e oa diouzh ar mor evit izelaat ar riskl tagadennoù gant ar Royal Navy[3]. Ur vagazenn e voe da gentañ, ha ne voe ket produet armoù-tan enni diouzhtu. Munisionoù ha gweleoù-kanolioù a veze fardet war al lec’h hepken.
Armoù kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek 1795 e voe produet gant arsanailh Springfield e arm kentañ, ar mousked Model 1795, a voe ivez arm standart kentañ arme ar Stadoù-Unanet. Ur roll a-bouez he doe al labouradeg e-pad brezel 1812 o produiñ pe o tresañ miliadoù a vouskedoù[2]. Kêr Springfield a greskas neuze a-drugarez d’an arsanailh, a zeuas da vezañ marc’h-blein diorren an armoù er Stadoù-Unanet. Eno e voe gwellaet tamm-ha-tamm an teknikoù sevel hag ar mekanikerezhioù evit produiñ a-yoc’h, dindan levezon tud evel Roswell Lee, rener an arsanailh adalek 1815. Merkañ a reas deroù an Dispac’h Greantel er Stadoù-Unanet[2]. En XIXvet kantved e veze pourveziet al lec’hioù-produiñ gant divroidi deuet eus Iwerzhon pe kornôg Europa dreist-holl[1].
Unan eus daou arsanailh nes ar Stadoù-Unanet e oa d'ar poent-se, asambles gant an Harpers Ferry Armory savet e West Virginia e 1899. Ar barzh Henry Wadsworth Longfellow a weladennas an arsanailh e 1843. Skrivañ a reas en ur varzoneg a-enep d'ar brezel (The arsenal at Springfield) e oa heñvel ar fuzuilhoù niverus miret e Springfield ouzh ograoù drougoberius[4].
Eus ar brezel diabarzh da vrezel Vietnam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Unaniezh eo a gontrole arsanailh Springfield e-pad ar Brezel diabarzh. Eno e voe savet 800.000 fuzuilh Springfield Model 1861 evit armeoù an Norzh[2]. 3.000 den a laboure en arsanailh e 1865 pa echuas ar brezel[3]. E dibenn an XIXvet ha deroù an XXvet kantved e ijinas pe e produas ar braz eus armoù standart an arme stadunanat : fuzuilhoù Model 1873, Krag-Jørgensen (1894-1904), Springfield M1903 implijet e-pad ar Brezel-bed Kentañ pe fuzuilh Garand troadeien an Eil Brezel-bed. An M14 damaotomatek a voe ar fuzuilh standart diwezhañ produet e Springfield.
Dismantr an arsanailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù e tivizas Robert McNamara, ministr an difenn dindan ren Kennedy ha Johnson, dilezel an arsanailhoù-stad evit fiziañ ar produerezh armoù e embregerezhioù prevez. Serriñ a reas ar Springfield Armory e 1968[2]. Ur c'hant den bennak a laboure eno c'hoazh d'ar mare-se. Bremañ eo perc'hennet tachennoù ha savadurioù an arsanailh gant an National Park Service stadunanat[1]. Gweladenniñ al lec'h a c'haller. Eno emañ ar brasañ dastumadeg armoù-tan er Stadoù-Unanet.
Embregerezh all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un emberegerezh armoù-tan diazezet e Devine (Texas) en doa adtapet anv Springfield Armory e 1971, memes ma ne oa ket liammet e mod ebet ouzh an arsanailh-stad[5]. Produiñ a ra hiziv-an-deiz armoù hiniennel a bep seurt evel pistolennoù damotomatek pe armoù diazezet war an AR-10 pe AR-15. Bremañ eo diazezet e Geneseo (Illinois)[6].
Armoù krouet pe produet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- mousked Model 1795
- mousked Model 1842
- Springfield Model 1861
- fuzuilh Model 1873
- fuzuiilh Krag-Jørgensen (1894-1904)
- fuzuilh Springfield M1903
- fuzuilh M1 Garand
- fuzuilh damaotomatek M14
- mindrailherez M60
- mindrailherez evit an tankoù M73
- mindrailherez evit an tankoù M85
- banner-greunadennoù M79
- mindrailherez 20 mm M38
- mindrailherez 20 mm M61[3]
Ar munisionoù .30-03 ha .30-06 Springfield zo bet ijinet er Springfield Armory.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John Garand, ijiner en deus labouret en arsanailh
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Springfield Armory war lec'hienn an National Park Service (lennet d'an 09/10/2024)
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) The Springfield Armory, war Our Plural History Springfield MA (lennet d'an 11/10/2024)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 62-63
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (en) MOORE Thomas A., GOSS WILLIAM P., The Springfield Armory, American Society of Mechanical Engineers, 1980, 21 p. (pellgarget d'an 10/10/2024)
- ↑ (en) « This is the Arsenal. From floor to ceiling, / Like a huge organ, rise the burnished arms; / But from their silent pipes no anthem pealing / Startles the villages with strange alarms. » LONGFELLOW Henry, The Arsenal at Springfield, war Poetry Foundation (lennet d'an 11/10/2024)
- ↑ (en) Hervez Ian McCollum, aozer ispisializet war an armoù-tan, Who is Springfield Armory? A Tale of Two Entities, chadenn Forgotten Weapons, 20/02/2018 (gwelet d'an 10/10/2024)
- ↑ (en) Hervez lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/10/2024)