Mont d’an endalc’had

Bannouriezh

Eus Wikipedia
Ur studiadenn vannouriezh kozh : Del calcolo balistico (1748) gant Gaetano Marzagaglia

Ar vannouriezh eo anv ar skiant a zo he fal studiañ fiñval ar bannadelloù dre lezennoù fizik ha matematik.

Etimologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg e teu bannouriezh eus ar wrizienn bann. E kalz yezhoù european e vez graet gant ur ger deveret eus al latin ballistica (bannerez, arm an Henamzer). Ar ger-mañ a zeu eus ar gresianeg βαλλίστρα (ballista), deveret e-unan eus an anv-verb βάλλειν (ballein, bannañ, teurel).

Bannouriezh an armoù-tan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir zachenn studi a gaver : ar vannouriezh diabarzh eo studi fiñval ur vannadell e diabarzh ar c'hanol ; ar vannouriezh diavaez eo studi fiñval ur vannadell en aer ; ar vannouriezh dibenn eo studi fiñval hag efedoù ur vannadell pa stok ouzh e sibl betek ma paouezfe penn-da-benn.[1]

Bannouriezh diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech tarzhet ar poultr e krouo ur gwask e douilhez ar gartouchenn. Ar gwask nesañ a lakao ar vannadell da vont er-maez eus an douilhez war-zu beg ar c'hanol. Un dreistwask a heulio ar vannadell er c'hanol. Ur gwask all a vo lakaet en tu all eus ar c'hanol, war-zu ar gulasenn. Dre ma vo stanket gant ar gulasenn e tegaso argil da vare an tenn.[2] Er c'hanolioù rizennet e vo lakaet ar vannadell da dreiñ warni hec'h-unan gant ar rizennoù. E-touez an elfennoù o deus un efed war ar vannouriezh diabarzh e kaver :

  • ar c'hementad hag aozennoù ar poultr
  • erienañ ar boled
  • temperadur ar gartouchenn
  • pouez, stumm ha danvez ar bannadelloù
  • aegou ar rizennoù
  • hirder ar c'hanol

Energiezh sinetek ar vannadell a vez eztaolet e Joul (J). Jedet e vez gant ar formulenn enni mas ar vannadell e kilogrammoù ha he zizh e metr/segondenn.

Film a ziskouez dinamik an aer tro-dro d'ur boled o fiñval.

Bannouriezh diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech aet er-maez eus ar c'hanol e heulio ar vannadell un treizhent ha ne vo ket eeun penn-da-benn. Gant an armoù flour o c'hanol karget gant kartouchennoù enne meur a vannadell (drajez plom ar fuzuilhoù-chase da skouer) e vo savet ur goumoulenn ledanoc'h-ledanañ. Treuzkiz ar goumoulenn a c'hell bezañ kemmet oc'h implijout ur choke. Gant an armoù rizennet o c'hanol e vo levezonet treizhent ar vannadell gant ar fed e tro warni hec'h-unan. Ar pilpotiñ eo : degas a raio un driv a-gleiz pe a-zehou. Ouzhpenn-se e raio beg ar vannadell kelc'hioù warnañ e-unan : an nugañ eo. Ar vannadell a heulio ivez ur gromenn, uheloc'h pe izeloc'h he lein hervez he fouez hag he nerzh.[1]

Ouzhpenn d'ar re a ranker kemer e kont evit ar vannouriezh diabarzh o deus elfennoù all levezon war ar vannouriezh diavaez :

  • ar glebor
  • an avel
  • tizh mont e-maez ar vannadell (eztaolet pe peurliesañ, da lavaret da 0 pe 3 metr diouzh beg ar c'hanol)
  • ar pellder etre beg ar c'hanol hag ar sibl

Perzhioù teknikel standart[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar saverien kartouchennoù a ro peurliesañ perzhioù teknikel muzuliet e kanolioù 24 meutad (63 cm) evit an armoù-skoaz ha 6 meutad (15 cm)[2] evit an armoù-dorn. Tizh ar bannadelloù skrivet war ar boestadoù kartouchenn a vez alies muzuliet e beg ar c'hanol (), met war lec'hiennoù internet ar broduerien e kaver tizhoù all roet evit pellderioù implij boaz (50 metr ha 100 metr evit an .22 Long Rifle da skouer).

Taolennoù-tennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dennerien-sport pe an dennerien-resisted a rae bete-vremañ gant taolennoù-tennañ[1] war baper evit gouzout penaos reizhañ reoliadur o c'houch pe o lunedenn hervez ar munision implijet hag ar redioù diavaez (avel da skouer). Hiziv-an-deiz e kaver meziantoù pe arloadoù da bellgargañ war pellgomzerioù-godell evit jediñ reizhadur an tenn. Gouest int da gemer meur a elfenn e kont war un dro : arm, munision, avel, temperadur an endro ha pellder ar sibl en o zouez.

Ur boled .38 Special ledet goude e stok ouzh ar sibl.

Bannouriezh dibenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rann-se eus ar vannouriezh a vez implijet e bed an arme hag an nerzhioù-surentez evit kompren ha kemmañ efedoù an armoù-brezel ouzh ur sibl. Studiet e vez ivez gant ar vedisinerezh lezenn evit termeniñ elfennoù evel ar pellder etre an tenner hag ar poent tizhet, tu orin ar vannadell pe abegoù marv un den. Pa stok ur vannadell deuet eus un arm dezhañ ur c'hanol rizennet ouzh ur sibl e c'hall c'hoarvezout tri zra [3]:

  • gwintañ : stardet e vez un tamm beg ar boled gant ar gorread stoket ha gwintañ a ra ar vannadell en ur ginnig ur gorread brasoc'h o skeiñ ouzh ar sibl. Muioc'h a energiezh a vez treuzkaset d'ar sibl neuze.
  • ledanaat : kemer a ra ar boled stumm ur c'habell-touseg. Ledanaet e vez an toull graet gantañ er sibl.
  • tarzhañ : rannet eo ar boled e meur a vannadell vihanoc'h.

Galloud-herzel ha galloud-toullañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galloud-herzel ur vannadell a verk he barregezh da zieubiñ hec'h energiezh war ur gorread bennak. Jedet e vez gant ar formulenn enni an energiezh e J hag ar gorread stoket e cm2. Galloud-toullañ ur vannadell a zo he barregezh da doullañ ur sibl, da vont don ennañ. Jedet e vez a-drugarez da enni an energiezh eztaolet e J hag ar gorread stoket e cm2.[2] An nerzhioù-surentez evel ar polis ne glaskont ket kaout munisionoù dezhe ur galloud-toullañ uhel abalamour d'ar riskloù a zo e treuzfe ur boled korf un den penn-da-benn a-raok kenderc'hel gant he hent betek mont da c'hloazañ tud all.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) TOUSSAINT Henry, Le tir à balle du grand gibier, Crépin-Leblond, 1971, pp.17-30
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) CARMONA Valéry, Le tir sportif aux armes de poing, Grancher, 1983, pp. 21-25
  3. (fr) HAYÈRE Tony, MARDIROSSIAN Gilles, Qu'est-ce qu'une arme ?, skignet gant France Culture d'an 19/02/2017 (selaouet d'an 13/12/2023)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan