.38 Special

Eus Wikipedia
.38 Special
Image illustrative de l'article .38 Special

Kartouchennoù .44 Magnum - .357 Magnum - .38 Special - 7,62 Tokarev - .45 ACP - 9 × 19 mm Parabellum (a gleiz da zehou)
Perzhioù
Kalibr .38 Special (.357 / 9 mm)
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 9,06 mm
Ø kolier 9,6 mm
Ø stagell an douilhez 9,6 mm
Ø korf an douilhez 9,6 mm
Ø strad 11,2 mm
Hirder an douilhez 29,3 mm
Hirder ar gartouchenn 39 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7,5 - 10,58 g
Tizh mont e-maez V0 270 - 350 m/s
Energiezh ar vannadell 300 - 450 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar munision .38 Special, anvet ivez .38 S&W Special, .38 Spl pe .38 Spc, zo ur c'halibr munisionoù savet gant an embregerezh Smith & Wesson. Deveret eo eus an .38 Long Colt. Gwerzhet e oa bet evit ar wech kentañ e 1902 evit ar revolver Smith & Wesson .38 Hand Ejector. Ar munision evit ar revolverioù gwerzhet ar muiañ er bed eo abaoe fin an Eil Brezel Bed.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An .38 Special zo ur c'halibr 9 mm (.357 da .358 meutad) graet evit bezañ tennet er revolverioù a zo o anv metrek 9 x 29 mm R.

Tost an holl verkoù revolverioù a ginnig ur patrom revolver kambret gant ar munision-mañ, a zo gwelet evel resis ha liezimplij : da skouer ar Smith & Wesson M&P (Model 10) graet etre 1905 ha 2005, an S&W Chiefs Special (Model 36), ar Colt Detective Special, ar Colt Police Positive Special, ar Colt Official Police, pe ar Ruger SP 101.

Gellet a raer tennañ munisionoù .38 Special en armoù kambret e .357 Magnum, a zo ur stumm deveret anezhañ.

Implijerien a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet eo bet kalz an .38 Special gant arme Stadoù-Unanet Amerika e-pad an Eil Brezel Bed ha gant polisoù ar vro-se goude. Er sportoù tennañ e vez implijet kalz en amprouennoù "Pistolenn Sport". 19 milion a armoù kambret er c'halibr-mañ a zo bet gwerzhet abaoe 1902[1].

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. R. CARANTA, « La .38 Special, reine de la précision depuis 1902 », Cibles, HS niverenn 14, miz Here 2008 (galleg)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan