Mont d’an endalc’had

.45 ACP

Eus Wikipedia
.45 ACP
Skeudenn ar pennad .45 ACP

Kartouchennoù .45 ACP dezho ur boled gwisket (a-gleiz) hag ur boled wadcutter (a-zehou)
Doare
Kalibr .45
Doare korf an douilhez kreuzenn, eeun, e nikel pe e kouevr
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 11,43 mm
Ø trogleuziñ 11,2 mm
Ø kolier 12 mm
Ø korf an douilhez 12,1 mm
Ø strad 12,2 mm
Tevder ar strad 1,2 mm
Hirder an douilhez 22,8 mm
Hirder ar gartouchenn 32,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 11 - 15 g
Pouez ar gartouchenn 23 g
Tizh mont e-maez V0 255 - 621 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 1 400 bar
Energiezh ar vannadell 483 - 1.124 J
Emors LP
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar .45 ACP (Automatic Colt Pistol), anvet ivez .45 Auto pe c'hoazh 11,43 × 23 mm (anv metrek) zo ur gartouchenn savet gant John Browning adalek 1904 evit e bimpatron pistolenn damaotomatek .45, a zeuio da vezañ ar Colt M1911 (pe « Colt 45 ») e 1911. Emañ e-touez ar munisionoù implijet ar muiañ er pistolennoù dre ar bed-holl.

Goude an amprouennoù Thompson - LaGarde e 1904 e c'houlennas an arme stadunanat e vije savet ur munision nevez, dezhañ ur c'halibr .45 meutad (11,43 mm), evit hec'h armoù-dorn. Betek-neuze e rae gant reoù 9 mm kentoc'h, met re wan e oa o galloud hervez an arme. Arsanailh Frankford hag embregerezhioù prevez evel Winchester ha Colt a savas asambles ur gartouchenn anvet .45 Winchester AP, diwar tresadennoù John Browning, a laboure kentoc'h evit Colt d'ar poent-se. Arsanailh Frankord a ginnigas ur munision un tamm hiroc'h, anvet Cal. 45 Automatic Pistol Ball Cartridge Model of 1906.

Ne voe ket laouen ar gouarnamant stadunanat gant kinnig ebet, ha goulenn a reas e 1907 gant an Union Metallic Cartrige Co. gwellaat kartouchenn Colt ha Winchester. Berraet e voe he douilhez ha kemmet he c'hreuzenn. E 1909 e krogas da vezañ produet, ha goude un nebeud kemmoù e voe asantet gant an arme e miz Eost 1911 dindan an anv Cal. 45 Automatic Pistol ball cartridge model of 1911 evit bezañ implijet er bistolenn Colt M1911[1], gant ur boled standart 230 greunenn (14,90 g)[2].

Kevezerezh a zo bet e-pad pell e armeoù ar bed etre ar .45 ACP hag an 9 mm Parabellum evit an armoù-dorn. An 9 mm Para en deus bremañ kemeret an tu kreñv.

Armoù brudet kambret e .45 ACP

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Muzulioù ur gartouchenn .45 ACP.

An anv .45 ACP a dalvez e ra treuzkiz e voled 45/100 meutad, da lavaret eo 11,43 mm. Graet e vez anezhañ 11,25 mm en Arc'hantina hag e Norvegia.

Ablamour d'e voled ponner ha gorrek en deus ar .45 ACP un argil bras e-keñver e energiezh sinetik. E dreuzkiz uhel a lak kapasite ar c'hargerioù da vezañ izel (7 pe 8 kartouchenn nemetken e karger ur Colt M1911 da skouer). E-pad an Eil Brezel-bed e oa e dizh izel un dra fall peogwir e lakae hed-tenn pleustrek an armoù amerikan a implije anezhañ da 50 metr nemetken, pa oa hed-tenn an MP40 implijet gant an arme alaman war-dro 100 metr. Muioc'h a zanvez a vez implijet da broduiñ anezhañ, ar pezh a zo ur poent fall e-pad ur brezel.

Koulskoude, brasted e galibr hag e c'halloud etre o devez perzhioù mat diouzh ezhommoù an armeoù :

  • e vannadell bras he zreuzkiz a dreuzkas kalz energiezh d'ar sibl. Dre-se ez eus muioc'h a chañsoù da dizhout un organ pouezus. Uhel eo e c'halloud-herzel.
  • n'eus ket kalz tan pe drouz a zeu e-maez eus an arm pa denner ;
  • ar gwask savet e kambr an arm zo izeloc'h evit e armoù all gant kalibroù damheñvel. Dousoc'h eo an argil evit an tenner ha gwelloc'h eo evit padelezh an arm.
  • ar vannadell ne dreuz ket ken buan ar sibl evit kalibroù all. Dre se e ranko un den gloazet ganti bezañ oberataet evit ma vo tennet ar boled ha muioc'h a nerzhioù a vo dispignet d'ober war e dro neuze.
  • dre ma veaj e voled dindan tizh ar son e c'hall bezañ implijet ur reduer-son war an arm.

Kalibroù deveret

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ar .45 Auto Rim (stumm evit ar revolverioù, dezhañ ur bourled) ;
  • ar .451 Detonics (ur stumm kreñvoc'h e energiezh) ;
  • ar .45 HP (bihanaet e zouilhez eus 1 mm da vont hebioù lezennoù Italia) ;
  • ar .45 GAP (stumm berroc'h e hirder krouet gant Glock da c'hellet mont e-barzh armoù bihanoc'h)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) HENROTIN Gérard, La mécanique du Colt .45 expliquée, Ebook, Éditions H&L, war hlebooks.com, 2013
  • (fr) MALHERBE Michel, Le Colt M. 1911 & ses dérivés modernes, Crépin-Leblond, EAN 9782703003212
  • Rann an Ordrenañs, USA, Deskrivadur ar bistolenn M1911, Ar Granenn, 2022, 30 p., ISBN 978-2-9561294-2-4
  1. (fr) 45 M.1911 (.45 ACP), Arme et passion (lennet d'ar 07/05/2025)
  2. (en) POPENKER Maxim, .45 ACP .45 Automatic Colt Pistol (11.43×25), Modern Firearms (lennet d'ar 07/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan