Mont d’an endalc’had

John Browning

Eus Wikipedia
John Browning
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJohn Moses Browning Kemmañ
Anv-bihanJohn, Moses Kemmañ
Anv-familhBrowning Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Gen 1855 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOgden Kemmañ
Deiziad ar marv26 Du 1926 Kemmañ
Lec'h ar marvLiège Kemmañ
Abeg ar marvheart failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhOgden City Cemetery Kemmañ
TadJonathan Browning Kemmañ
BugelVal A. Browning Kemmañ
Micherinventor, aozer armoù-tan Kemmañ
Bet war ar studi eUtah Tech University Kemmañ
RelijionThe Church of Jesus Christ of Latter-day Saints Kemmañ
Oberenn heverkColt M1911, M2 Browning, .45 ACP Kemmañ
Prizioù resevetNational Inventors Hall of Fame Kemmañ
John M. Browning gant ur fuzuilh Auto-5 (war-dro 1900)

 John Moses Browning, ganet d'an 23 a viz Genver 1855 e Ogden (Utah Territory, Stadoù-Unanet Amerika) ha marvet d'ar 26 a viz Du 1926 e Liège (Belgia), a oa ur c'hrouer armoù amerikan en deus savet meur a seurt armoù-tan, mekanikerezhioù armoù-tan ha munisionoù implijet hiziv an deiz c'hoazh.

Savet en deus e arm kentañ da 13 vloaz e stal armoù-tan e dad, ha disklêriet en deus e vreved kentañ evit un arm-tan d'ar 7 a viz Here 1879, ha-eñ 24 bloaz. Gwelet eo evel unan eus krouerien armoù-tan donezonetañ an XIXvet hag XXvet kantved. Digoret en deus klaz da ziorren an armoù tennata, damaotomatek hag aotomatek modern a-drugarez d'ar 128 breved disklêriet gantañ.

Ijinadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez e ijinadennoù brudetañ e kaver ar bistolenn Colt M1911, bet kopiet meur a wech er bed abaoe ; ar vindrailherez M1919, ar BAR M1918, hag ar Browning Auto-5, ar fuzuilh-chase damaotomatek kentañ. Savet en deus ivez ar Winchester Model 1893, ar fuzuilh-pomp kentañ. Labourat a reas gant an embregerezh amerikan Winchester Repeating Arms Company eus 1883 betek 1898. Pa voe nac'het gant an embregerezh un emglev evit produiñ an Auto-5 nevez-savet gantañ ez eas da varc'hata gant an embregerezh belgiat FN Herstal.

D'ar 26 a viz Du 1926 e varvas e Liège diwar un taol-kalon e savadurioù an FN Herstal. O labourat e oa war ur bistolenn 9 mm damaotomatek nevez, a deuas da vezañ an FN HP35, brudet dindan e anv all, Browning Hi-Power, ha war ur fuzuilh-chase dreistlakaet nevez a voe gwerzhet ouzhpenn 500.000 skouerenn anezhi adalek 1931, ar B25[1].

Kenlabourat a reas gant embregerezhioù all evit sevel pezhioù armoù pe mekanikerezhioù : Colt, Remington, Savage ha Stevens.

Kartouchennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur bistolenn Colt M1911 savet gant John Browning.
Ar Browning Auto-5 treset war katalog 1909 ar Manufacture Française d'Armes et Cycles Saint-Étienne.

Fuzuilhoù-chase

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tresadennoù stummoù disheñvel an M1918 BAR.
  • Winchester Model 1885, fuzuilh un-tenn falling-block
  • Winchester Model 1886, karabinenn tennata dre loc'henn-grogenn
  • Winchester Model 1890 slide-action repeating rifle (.22 LR)
  • Winchester Model 1892, karabinenn tennata dre loc'henn-grogenn
  • Winchester Model 1894, karabinenn tennata dre loc'henn-grogenn
  • Winchester Model 1895, karabinenn tennata dre loc'henn-grogenn
  • Winchester Model 1900 bolt-action single-shot rifle (.22 LR)
  • Remington Model 8, fuzuilh damaotomatek
  • Browning 22, fuzuilh damaotomatek (.22 LR)
  • Remington Model 24, fuzuilh damaotomatek (.22 LR)
  • FN Trombone, fuzuilh-pomp (.22 LR)
  • U.S. M1918 Browning Automatic Rifle (BAR)
An M1895, ar vindrailherez vodern yenaet dre aer kentañ.
  1. (fr) Auto-5, BAR, B25, Hi-Power, 1900 : focus sur 5 armes Browning vendues à plus d’un million d’exemplaires, war lec'hienn an embregerezh Browning (lennet d'an 09/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan