Browning M1900
| Browning M1900 | |
|---|---|
Ur bistolenn Browning Model 1900 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
| Munisionoù | .32 ACP |
| Ijiner | John Browning |
| Bloavezh krouidigezh | 1896 |
| Produer | FN Herstal |
| Mare produiñ | 1900 - 1911 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 625 g |
| Hirder | 162 mm |
| Hirder ar c'hanol | 102 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 290 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 7 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Browning M1900, pe FN Model 1900, anavezet er bloavezhioù 1900 dindan an anv pistolenn Browning en Europa, zo ur bistolenn damaotomatek ijinet e dibenn ar bloavezhioù 1890 gant John Browning ha produet etre 1900 ha 1911 gant an embregerezh belgiat FN Herstal.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bistolenn damaotomatek kentañ savet gant John Browning e oa[1]. Un dispac'h e voe ar Model 1900. Ur stumm modern a zegase, ha-hi disheñvel diouzh an nebeud pistolennoù kinniget betek-neuze evel ar Borchardt C93 pe ar Mauser C96. He zresoù a awenas ar braz eus ar pistolennoù war-lerc'h[1]. Ur c'hammed teknikel a-bouez e oa ivez he sistem amprest gazoù evit lakaat ar c'hartouchennoù da vezañ kambret goude pep tenn[2]. Kambret e oa e .32 ACP, ur munision savet gant Browning e-unan.
Berzh a reas ar Model 1900, ha tro 700.000 skouerenn anezhi a voe produet etre 1900 ha 1911[3]. Abalamour dezhi e teuas ar ger Browning da vezañ ur gourzhanvad evit envel forzh peseurt pistolenn e Europa e deroù an XXvet kantved. Ar Model 1900 a voe diazez kentañ ar Colt M1911, a zo gwelet evel unan eus ar pistolennoù gwellañ en Istor.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, FN Browning M1900, Modern Firearms (lennet d'ar 15/10/2024)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 72
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 167