Mauser C96
| Mauser C96 | |
|---|---|
Ur bistolenn Mauser C96 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
| Munisionoù | 7,63 × 25 mm Mauser (standart) 9 × 25 mm Mauser 9 × 19 mm Parabellum 7,65 × 21 mm Parabellum .45 ACP 8 mm Gasser |
| Produerien | Mauser Astra y Unceta, Cía |
| Mare produiñ | 1896 - 1937 |
| Skouerennoù produet | Ouzhpenn 1.100.000 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 1,130 kg |
| Hirder | 312 mm |
| Hirder ar c'hanol | 140 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 150-200 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | Etre 350 ha 425 m/s |
| Endalc'h | Karger diabarzh pourvezet gant laonennoù-kargañ 6 pe 10 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Mauser C96 zo ur bistolenn damaotomatek alaman ijinet gant ar vreudeur Feederle, a laboure evit an embregerezh Mauser[1]. Produet e voe etre 1896 ha 1937. Kambret e oa da gentañ evit ar munisionoù 7,63 × 25 mm Mauser.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kinniget e voe kentpatrom kentañ ar C96 e miz Meurzh 1895. Gant sikour Wilhelm II e voe lañset ar produiñ. Plijet e oa ar Kaiser gant al lamm a c'halled stagañ ouzh dornikell ar bistolenn evit implijout anezhi evel ur garabinenn ha tennañ resisoc'h, pa oa diaes dezhañ implijout e vrec'h kleiz. Daoust d'he fouez uhel e oa fiziapl ha resis[2], ha dont a reas da vezañ poblek e-touez ofiserien kalz armeoù european a-raok 1914. Pourvezet e oa gant ul laonenn-gargañ 6 pe 10 kartouchenn. Servijout a reas kalz ar C96 etre daouarn an ofiserien alaman da vare ar Brezel-bed Kentañ. Goude 1919 ha Feur-emglev Versailhez e voe produet stummoù berroc'h o c'hanol anvet Bolo[3]. Roet e voent d'ar polis alaman dreist-holl.
Ar braz eus skouerennoù ar C96 a voe ezporzhiet da Sina, e-lec'h ma oa difennet da gas fuzuilhoù abalamour da stad distabil ar vro e deroù an XXvet kantved : a-drugarez d'he lamm a c'halled ouzhpennañ ha d'he galloud par da hini ur garabinenn e roas ar C96 an tu da vont dreist embargo kalz broioù european. Kalz kopiennoù a voe produet en Euskal Herria, gant Astra pe Beistegui da skouer[1].
An M712 zo ur stumm aotomatek eus ar C96, produet gant Mauser adalek 1931[4].
En Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Winston Churchill a implije ur Mauser C96 da vare e emgannoù en Afrika etre 1898 ha 1900. Lesanvet e oa an arm Broomhandle pistol (« troad skubelenn ») gant ar Saozon abalamour d'e stumm[1].
- Pistolennoù Mauser C96 a voe implijet da lazhañ Nikolaz II Rusia (1918), ar c'hentañ ministr spagnolat Eduardo Dato (1921) hag ar roue Aleksandr Iañ Yougoslavia (1934).
- An dudenn Thomas Shelby a implij ur C96 er stirad Peaky Blinders (2013-2022).
- Dre ma chomas ar C96 an arm-dorn galloudusañ betek 1935 ha donedigezh an .357 Magnum e voe priziet evel arouez galloud gant kalz ofiserien rusian, turk, breizhveurat, emired pe pennoù brezel sinaat[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) LARRIBÈRE Christophe, Le Mauser C96, sceptre des seigneurs de la guerre, e Sciences & Vie Guerres & Histoire n°71, miz C'hwevrer 2023, pp.84-85
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 69
- ↑ (fr) DAUBRESSE Alain, Mauser C96, littlegun.info (lennet d'ar 15/07/2024)
- ↑ (fr) Thomas Anderson, M712 « Schnellfeuer » war LAI Publications, 13/12/2022 (pellgarget d'ar 04/09/2025)
| ||||||||||||||||||||||||||