Astra y Unceta, Cía
Astra y Unceta, Cía, anvet da gentañ Unceta y Ezperanza ha war-lerc’h Unceta y Cía, a oa un embregerezh armoù-tan euskarat savet e 1908 ha diazezet e Gernika (Euskal Herria). Produet en deus armoù-dorn a-hed an XXvet kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet Unceta y Ezperanza e Eibar (proviñs Gipuzkoa) d’ar 17 a viz Gouere 1908 gant Juan Ezperanza Salvador ha Juan Pedro Unceta Barre Nechea Cendoya. Da gentañ e produe an embregerezh pezhioù pistolennoù aotomatek. Fonnus e oa an atalieroù armoù-tan hiniennel e Gipuzkoa abaoe un 300 vloaz bennak.[1]
E 1911 e krogas Ezperanza hag Unceta da gaozeal gant Pedro Careaga Garagarza, un ijinour en doa lakaet ur breved evit ur bistolenn damaotomatek nevez diazezet war ar Browning 1903 ha 1906. Kregin a rejont da broduiñ an arm dindan an anv Victoria. Abalamour d’an diouer a blas en Eibar ha d’un tabut gant sindikadoù ar gêr e choazjont sevel un uzin nevez e Gernika (proviñs Bizkaia). E 1914 e savas un harz-labour bras en uzin nevez. Goude un nebeud mizioù ez eas kuit al lod brasañ eus ar vicherourien. Unceta y Ezperanza a grogas neuze da broduiñ ur bistolenn nevez, ar Campo-Giro, a oa bet urzhiet gant an arme spagnolat.[2]
E deroù ar bloavezhioù 1920 e krogas an embregerezh da broduiñ ar pistolennoù Astra 400 hag o stumm bihan, an Astra 300 (1923).[2] E 1925 ez eas kuit ar familh Ezperanza eus an embregerezh. Adanvet e voe Unceta y Cía. Daoust da Spagn bezañ neptu en Eil Brezel-bed e sikouras Unceta y Ezperanza an Trede Reich o produiñ evitañ an Astra 6000, kambret e 9 mm Parabellum, adalek 1943.
E 1953 e voe choazet Astra y Unceta Cia, S.A. evel anv nevez an embregerezh. Etre ar bloavezhioù 1950 ha 1980 e produas pistolennoù all a bep seurt evit ar polis (Astra 357, Astra Police) pe ar sportoù tennañ (Astra Match). Er bloavezhioù 1980 e krogas ivez da broduiñ revolverioù kopiet war reoù ar merkoù Colt, Ruger pe Smith & Wesson.
Er bloavezhioù 1990 e oa lakaet diaes an embregerezhioù armoù-tan euskarat abalamour da gevezerezh Stadoù-Unanet Amerika. Dindan wask ar gouarnamant euskarat e voe savet ASTAR, ennañ mesket Astra y Unceta Cia, S.A. asambles gant o c’hevezerien bet Star Bonifacio Echeverria S.A. Ne badas ket pell ASTAR, ha mont a reas da get e 1998.
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Victoria / Modelo 100
- Ruby
- Campo-Giro
- Astra 400
- Astra 300
- Astra 900
- Astra 500
- Astra 600
- Astra 3000
- Astra 4000
- Astra Falcon
- Astra 357
- Astra Match
- Astra Police
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un Astra 300 goloet gant aour a voe profet gant an embregerezh e 1928 d’an diktatour Primo de Rivera.[2]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) GUILLOU Luc ha GOURIO Philippe, Les pistolets Astra, Pardès, 1991