7,65 × 21 mm Parabellum
7,65 x 21 mm Parabellum | |
---|---|
Ur gartouchenn 7,65 x 21 mm Parabellum | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Impalaeriezh Alaman |
Produer orin | DWM |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,85 mm |
Ø trogleuziñ | 7,62 mm |
Ø kolier | 8,43 mm |
Ø korf an douilhez | 9,93 mm |
Ø strad | 9,98 mm |
Tevder ar strad | 1,22 mm |
Hirder an douilhez | 21,59 mm |
Hirder ar gartouchenn | 29,85 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 6 g |
Tizh mont e-maez V0 | 370 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 2.350 bar |
Energiezh ar vannadell | 412 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar 7,65 x 21 mm Parabellum, anvet ivez 7,65 Parabellum gant ar CIP, 7,65 mm Luger, pe .30 Luger er Stadoù-Unanet, zo ur munision armoù-dorn kinniget e 1898 gant an embregerezh alaman Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken (DWM).
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1897, an arme suis a c'houlennas gant an ijinour Georg Luger, a laboure evit DWM, gwellaat ar bistolenn Borchardt C93. Ouzhpenn adstummañ an arm, Luger a zivizas berraat e gartouchenn 7,65 × 25 mm Borchardt evit aesaat mont en-dro ar wikefre. Goude an amprouennoù e voe ganet ar bistolenn DWM Pistole-Parabellum, hini gentañ ar rummad a vo ennañ al Luger P08 diwezhatoc'h, hag he c'hartouchenn 7,65 × 21 mm nevez. Arme Suis a zibabas anezhi hag ar bistolenn Luger Modell 06/29 evel kartouchenn hag arm-dorn reolius betek 1949, pa voe kemeret o flas gant ar SIG P210. En Alamagn ne voe ket implijet ar 7,65 mm e-pad pell gant an arme peogwir e voe kemeret e blas gant an 9 × 19 mm Parabellum e deroù an XXvet kantved. Implijet e voe un tamm ar 7,65 mm Parabellum gant arme Finland ha gant polis Brazil[1][1].
Armoù-dorn brudet evel an Astra A-80, ar Beretta 92, ar Browning Hi-Power, ar SIG P220 pe ar Walther P38 o deus pep a adstumm kambret e 7,65 mm Parabellum.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP