Georg Luger
Georg Johann Luger, ganet d’ar 6 a viz Meurzh 1849 e Steinach am Brenner (Impalaeriezh Aostria) ha marvet d’an 22 a viz Kerzu 1923 e Fichtenau (Alamagn), a oa ur soudard hag un ijinour armoù-tan aostrian. Brudet eo evit bezañ ijinet ar bistolenn Luger P08, hag ar munision 9 mm Parabellum implijet kalz er bed hiziv-an-deiz c’hoazh.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz ha prantad en arme aostrian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Surjian e oa e dad Bartholomaeus Luger pa voe ganet Georg e 1849[1]. Studiañ a reas Georg Luger e Padova (Italia) hag en ur skol genwerzh e Vienna en e yaouankiz[2]. D’an 19 a viz Kerzu 1867 e rollas en 78vet Rejimant Linenn aostrian. Anvet e voe da gaporal e miz Even 1868. Abalamour ma oa un tenner ampart e voe kaset d’ar skol war an armoù-tan[1] a oa e Bruckneudorf. Kontaouer e teuas da vezañ eno. Er skol e kreskas e interest evit an armoù-tan damaotomatek a groge da vezañ savet er bed d’ar poent-se. E 1871 e voe anvet da letanant adarme ha dieubet eus an arme. Labourat a reas evel kontaouer e Vienna[2]. Eno e timezas gant Elisabeth Josefa Dufek. Tri bugel a voe ganet war-lerc’h diwar o eured[1].
Gwerzher hag ijiner armoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Georg Luger en doa kejet gant Ferdinand von Mannlicher, ur saver-armoù brudet, da vare e amzer-soudard. Kregiñ a reas da labourat evit an embregerezh Loewe en ur werzhañ fuzuilhoù Mannlicher M118 da Italia, dre ma oare italianeg goude e vloavezhioù-studi e Padova. E miz Du 1894 e voe kaset d'ar Stadoù-Unanet evit klask gwerzhañ pistolennoù damaotomatek Borchardt C93 d’an US Navy. Ne voe ket dibabet an arm gant ar Stadunaniz, met diwar an alioù bet klevet digante e labouras Georg Luger evit gwellaat ar bistolenn. E 1898 e kinnigas un arm nevez a voe anvet Parabellum, diwar an droienn latin Si vis pacem, para bellum. Meur a stumm anezhañ a voe implijet gant armeoù a bep seurt er bed adalek 1900, ha lesanvet e voent pistolennoù Luger[1]. An hini brudetañ anezhe eo al Luger P08 implijet gant Alamagn er Brezel-bed Kentañ[2]. Produet e voe gant an DWM, ar strollad en doa kemeret plas al Ludwig Loewe & Co. e 1896 hag a implije Georg Luger.
Ijinañ a reas Luger ar munisionoù 7,65 × 21 mm ha 9 × 19 mm Parabellum[2]. Honnezh a zo e-touez ar re werzhetañ er bed hiziv. Implijet e vez e kalz pistolennoù ha pistolennoù-mindrailher abaoe kard kentañ an XXvet kantved. Kartouchenn arm-dorn standart broioù an AFNA eo c’hoazh.
Rivinet e voe Georg Luger goude ar Brezel-bed Kentañ abalamour da fin e vrevedoù war e ijinadennoù hag abalamour en doa prenet kalz boñioù-brezel alaman gant e arc’hant. Mervel a reas e Fichtenau (land Brandenburg, nepell diouzh Berlin) e 1923[1].
Ijinadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pistolennoù[3]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Luger 1900
- Luger 1902
- Luger 1904
- Luger P08
Armoù-skoaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Karabinenn-bistolenn Luger
- Fuzuilh damaotomatek arnodel Luger Selbstlader Model 06
Munisionoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (en) Georg Luger, war Luger Forum (lennet d'an 19/09/2024)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) JACOBS Sam, Georg Luger: The Forgotten History of the Man Who Designed the Luger Pistol and 9mm Ammo, war Ammo (lennet d'an 19/09/2024)
- ↑ (fr) Hervez roll al lec'hienn Arme et Passion (lennet d'an 19/09/2024)