Mont d’an endalc’had

Luger P08

Eus Wikipedia
Luger P08


Ur bistolenn Luger P08
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum
Produerien DWM
Krieghoff
Mauser
Erfurt
Arsanailh Spandau
Waffenfabrik Bern
Simson
Vickers
Colt
Mare implij 1908–1953 (Alamagn)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 0,871 kg
Hirder 222 mm
Hirder ar c'hanol 100, pe 200 mm hervez ar stumm

Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù Etre 350 ha 400 m/s
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Adstummoù LP08
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Al Luger P08 (P evit Parabellum) zo un adstumm eus al Luger 1900, unan eus ar pistolennoù damaotomatek kentañ, ijinet en Impalaeriezh alaman e 1898 gant Georg Luger. Produet e voe ar P08 gant embregerezhioù alaman a bep seurt, en o zouez Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken eus 1908 betek 1918, hag adalek ar bloavezhioù 1930 gant Mauser. Arm-dorn nesañ an arme alaman e voe da vare ar Brezel-bed Kentañ.

Al Luger 1900 suis e kalibr 7,65 mm Parabellum, hendad al Luger P08.

Savet e voe ar P08 e 1898 gant Georg Luger diwar ar bistolenn Luger 1900 deveret eus ar Borchardt C93. Kambret e oa da gentañ e e 7,65 mm Parabellum, ur munision deveret eus ar 7,65 mm Borchardt implijet er bistolenn Borchardt C93. Diwar c'houlenn implijerien hag a veaje alies en Afrika e voe azasaet he c'hambr evit degemer munisionoù 9 mm Parabellum galloudusoc'h a-enep loened gouez ar c'hevandir. An daou galibr a voe implijet er penn-kentañ. E 1904 e voe dibabet ar bistolenn evel arm standart gant ar Kriegsmarine dindan an anv P04. E ganol (152 mm) a oa un tamm hiroc'h evit hini ar P08 hag ur c'houch div bellder a oa (100 metr ha 200 metr). Pezhioù zo er P04 n'haller ket montañ war ar P08.

Dont a ra hec'h anv Parabellum eus an dro-lavar latin Si vis pacem, para bellum (Ma fell dit kaout peoc'h, aoz ar brezel). Lizherennoù kentañ niverenn delegraf an embregerezh armoù DWM (Deutsch Waffen und Munitionen Fabrik) e oa ivez.

Implij en Alamagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet e voe ar P08 gant an tirlu hag ar c'hanolierezh alaman e 1908, e daou adstumm disheñvel, evit kemer plas ar Reichsrevolver implijet abaoe dibenn an XIXvet kantved[1]. Implijet e voent e brezelioù trevadenniñ ar vro, ha war-lerc'h er Brezel-bed Kentañ koulz hag en Eil Brezel-bed gant an arme alaman, memes ma oa sanset ar Walther P38 kemer o flas adalek dibenn ar bloavezhioù 1938. Bet eo bet arm-dorn standart en Alamagn hag e Suis. E Frañs e voe pourveziet an Archeriezh Vroadel, an Tirlu ha Prefeti Polis Pariz ganti etre 1945 ha 1955. An 3.000 arm implijet a zeue evel ar Walther P38 eus an uzinoù Mauser seizet gant Bro-C'hall.

Emporzhiet e voe e Stadoù-Unanet Amerika gant an embregerezh Stoeger, a roas an anv Luger dezhi hag a savas stummoù all anezhi e .22 Long Rifle da skouer. Ar romantoù polis hag ar filmoù stadunanat a vrudas an anv Luger a vez implijet kalz eno. Ar munisionoù 7,65 mm Parabellum ha 9 mm Parabellum a zo anvet .30 Luger ha 9 Luger eno a-wechoù evit ar memes abeg. Diwar levezon ar soudarded amerikan deuet da Europa da vare an Eil Brezel-bed hag a-drugarez da filmoù Hollywood e raer kalz gant an anv-mañ en Europa abaoe ar bloavezhioù 1950 ha 1960.

Tresadenn droc'h ar bistolenn Luger 9 mm gant Georg Luger (breved 1908).

Ur bistolenn e dir, dezhi ur blatinenn un-ober, eo ar P08. Kambret eo e 9 mm Parabellum, ur c'halibr hag a vo implijet e meur a arm-dorn pe pistolenn-vindrailher betek hiziv. Implijout a ra kulasenn-c'hlin armoù-dorn he rummad. Ur c'harger 8 tenn war ur golonenn a zo dezhi[1].

An arme alaman a zibabas an adstumm P08 dezhañ ur c'hanol 102 mm. Evit soudarded ar c'hanolierezh e voe dibabet un adstumm all, hiroc'h e c'hanol (203 mm), anvet LP08 (Lange Pistole 08) ha lesanvet Luger kanolierezh[2]. Adstummoù all a voe savet ivez evit ar siviled, da skouer unan "karabinenn" dezhi ul lamm a c'halled distagañ.

Implijerien ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust dezhi bezañ bet implijet gant broioù all hag e prantadoù all eus an Istor eo stag al Luger P08 ouzh skeudenn an ofiserien alaman da vare an Eil Brezel-bed. Arouezioù-trec'h priziet e oant en arme stadunanat : soudarded zo a oa prest da baeañ sammadoù uhel evit degas unan gante d'ar gêr[3]. An arm a c'haller implijout e meur a c'hoari video, en o zouez ar rummadoù brudet Medal of Honor, Call of Duty pe Battlefield.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) GUILLOU Luc, MACHTELINCKX Georges, The Luger P.08 Vol. 1 : The First World War and Weimar Years, Schiffer Publishing, 80 p., ISBN 9780764356575
  • (fr) HENROTIN Gérard, La Connaissance du Luger, Éditions H&L - HLebooks.com,1996
  • (fr) MALHERBE Michel, Les Pistolets Luger, Crépin-Leblond, 2010, 363 p., ISBN 9782703003410
  • (en) WHITEMAN Thomas, Third Reich Lugers: An Illustrated Collector’s Guide to German Military Lugers from World War II, Legacy Collectibles Press, 2022, 331 p., ISBN 978-1737993735

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Diellfilmoù Histoire du Parabellum de Luger : 1898-1918 ha 1918 - hiziv war ar chadenn Le feu aux poudres

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) ALEXANDRE Guillaume, Luger P-08 en cal. 9 mm. Parabellum : le charme de la désuétude ?, Cibles n°660, miz Even 2025, pp. 19-24
  2. (en) BODINO Mauro, Introductory article war The Artillery Luger (lennet d'ar 24/01/2024)
  3. "The most eagerly sought trophies were Luger pistols. If anyone wanted a Luger, one officer remarked, he had to ‘shoot the German himself and catch him before he fell’. Back at the beach sailors were paying $135 and there was talk of offers as high as $250, a great deal of money at the time. An enterprising sergeant from the 2nd Armored Division brought back to the beach a truck-load of captured weapons and bartered them for 100 pounds of instant coffee, a commodity which American tank troops regarded as body fuel." e D-Day : The battle for Normandy, BEEVOR Anthony, Penguin Books 2009
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan