Borchardt C93
| Borchardt C93 | |
|---|---|
Ur bistolenn Borchardt C93 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil, kulasenn-c'hlin |
| Munisionoù | 7,65 × 25 mm Borchardt |
| Produer | Ludwig Loewe & Co. |
| Mare produiñ | 1893-1902 |
| Niver produet | 3.100 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 1,160 kg |
| Hirder | 355 mm |
| Hirder ar c'hanol | 195 mm |
| Tizh o vont e-maez | 390 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Borchardt C93 eo ar bistolenn damaotomatek kentañ graet berzh ganti e dibenn an XIXvet kantved. Produet e voe etre 1893 ha 1902 en Impalaeriezh alaman.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa bet ar C93 gant an ijinour alaman Hugo Borchardt, a laboure evit an embregerezh Ludwig Loewe & Co. Sevel a reas ur bistolenn dezhi ur c'harger modern ijinet gant ar Skosad James Paris Lee. Ober a rae gant ur sistem kulasenn dezhi ur glin, a voe kavet war armoù all evel al Luger P08 diwezhatoc'h. Ar munision 7,65 × 25 mm a voe ijinet eviti. Ne oa ket ar bistolenn damaotomatek kentañ en Istor da vat, met ar c'harger fiñv en dornikell, bouton-skarzhañ ar c'harger war an tu kleiz hag ar bouton-surentez a c'halled implijout gant e viz-meud a zo holl fonksionoù standart ar pistolennoù damaotomatek a-vremañ. Ul lamm a c'halled stagañ ouzh dornikell ar C93 da dreuzfurmiñ anezhi e karabinenn[1].
Amprouet e voe ar C93 gant armeoù Suis ha Stadoù-Unanet Amerika, met ne voe ket dibabet evel arm standart gante. Daoust d'an niver izel produet (war-dro 3.100) e verkas istor an armoù-tan. Georg Luger a voe goulennet gantañ modernizaat ar C93. Al Luger 1900, bet pistolenn standart an arme alaman e deroù an XXvet kantved dindan he adstummoù P04 ha P08, a voe ganet diwar e labour.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 68