Mont d’an endalc’had

7,65 × 25 mm Borchardt

Eus Wikipedia
7,65 × 25 mm Borchardt
Skeudenn ar pennad 7,65 × 25 mm Borchardt
Kartouchennoù 7,65 × 25 mm Borchardt (a-gleiz) ha 7,63 × 25 mm Mauser
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Bloavezh krouidigezh 1893
Produer orin DWM
Muzulioù
Ø bannadell 7,86 mm
Ø kolier 8,46 mm
Ø skoaz 9,60 mm
Ø korf an douilhez 9,86 mm
Ø strad 9,98 mm
Hirder an douilhez 25,15 mm
Hirder ar gartouchenn 34,04 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 5,5 g
Tizh mont e-maez V0 390 m/s
Energiezh ar vannadell 423 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar 7,65 × 25 mm Borchardt zo ur munision armoù-dorn ijinet e 1893 gant Georg Luger, a laboure en embregerezh alaman Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken (DWM). Savet e oa bet evit ar Borchardt C93, a voe ar bistolenn damaotomatek kentañ graet berzh ganti en Istor.

Ur stumm bihanaet eus ar gartouchenn-fuzuilh 7,92 × 57 mm Mauser eo. Ar 7,65 mm Borchardt e oa ar munision kentañ hep bourled, dezhañ ur greuzenn, o vont mat en-dro en un arm. Awenet he deus kartouchennoù all : ar 7,65 Parabellum ha dreist-holl an 9 mm Parabellum, a zo unan eus ar c'hartouchennoù armoù-dorn implijetañ er bed hiziv-an-deiz.


  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan