SIG Sauer P220
| SIG Sauer P220 | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek SA/DA |
| Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
| Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum (stumm orin) 7,65 mm Parabellum .38 Super .357 SIG .45 ACP .22 Long Rifle 10 mm Auto |
| Saver | SIG Sauer |
| Mare implij | Abaoe 1975 |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn) | 835 g |
| Hirder | 198 mm |
| Hirder ar c'hanol | 112 mm |
| Hirder al linenn-vizañ | 160 mm |
| Uhelder | 143 mm |
| Tevder | 34 mm |
| Perzhioù teknikel | |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 3600 bar |
| Tizh o vont e-maez | 323 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 9 c'hartouchenn (e 9 × 19 mm) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar SIG Sauer P220 zo ur bistolenn damaotomatek SA/DA ijinet ha produet gant an embregerezh SIG. Produet ha gwerzhet eo bet gant an embregerezh alaman Sauer & Sohn ivez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet eo bet da gemer plas ar SIG P210. Klasket ez eus bet sevel un arm marc'hadmatoc'h, daou-ober ha ken resis ha solut evitañ. Dibabet eo bet ar SIG P220 evel arm-dorn reolius arme Suis e 1975 evit an ofiserien hag an is-ofiserien, dindan an anv ofisiel P75. Choazet eo bet gant armeoù ha polisoù all er bed. Implijet eo bet goude evel diazez evit armoù SIG a grog o anv gant P22, hag evit ar pistolennoù P239 ha P245.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar P220 zo dezhi ur c'horf aluminium. Kambret e oa bet da gentañ e 9 × 19 mm. Bremañ eo bet azasaet da veur a galibr : 7,65 mm Parabellum, .357 SIG, .38 Super Auto, .45 ACP ha .22 LR.
Reizhañ an tennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reizhet e vez an tennoù da 25 metr. Pemp uhelder a zo : +, N+, normal, N-, -. Ret eo diblasañ an driv eus 1 mm evit diblasañ ar poent tizhet eus 15,62 cm war ar c'hostez. Ret eo diblasañ an uhelder eus 1 mm evit diblasañ ar poent tizhet eus 4,2 cm en uhelder.
Perzhioù hervez ar munisionoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Munision | Hirder | Hirder ar c'hanol | Mas hep kartouchennoù | Mas karget | Endalc'h |
| 9 mm Parabellum | 198 mm | 112 mm | 750 g | 918 g | 9 c'hartouchenn |
| .45 ACP | 198 mm | 112 mm | 730 g | 951 g | 7 kartouchenn |
| 7,65 Parabellum | 198 mm | 112 mm | 765 g | 941 g | 9 c'hartouchenn |
| .357 SIG | 198 mm | 112 mm | 765 g | 940 g | 9 c'hartouchenn |
| .22 LR | 198 mm | 112 mm | 860 g | 10 kartouchenn |