Mont d’an endalc’had

SIG Sauer

Eus Wikipedia

SIG Sauer AG zo un embregerezh armoù-tan hiniennel suis diazezet e Neuhausen, e kanton Schaffhausen. Swiss Arms AG a oa e anv a-raok 2020. Ganet eo diwar an embregerezh SIG (Schweizerische Industrie Gesellschaft), savet e 1853, a zo bremañ distag hag a brodu dafar da bakañ boued, ha diwar an embregerezh armoù alaman Sauer & Sohn, diazezet e Isny im Allgäu (Baden-Württemberg).

Ur stumm eus ar fuzuilh-emgann SG 510 amprouet e arme Sveden.

Savet e voe an embregerezh kentañ e 1853 dindan an anv Schweizerische Waggon-Fabrik bei Schaffhausen[1], gant tri den : an horolajer Heinrich Moser, ar politikour Friedrich Peyer im Hof hag an ofisour Conrah Neher-Stokar[2]. O fal e oa produiñ stlejerezhioù dre vurezh.

E 1860 e tivizas e renerien produiñ armoù evit respont da c'houlenn arme Suis. Adalek 1863 e produas ar fuzuilh Prélaz-Burdand evitañ. Friedrich Vetterli a renas rann armoù SIG adalek 1865[2]. Adalek 1869 e voe produet evit arme ar vro 140.000 skouerenn eus ar fuzuilh Vetterli[1].

Stag eo istor ar strollad ouzh goulennoù an arme suis, a voe pourveziet gant meur a arm all produet gant SIG evel ar bistolenn damaotomatek un-ober P210 (1949, 180.000 skouerenn), ar fuzuilh-arsailh SIG 510 (1953-1957, 700.000 skouerenn), ar bistolenn P220 e 9 mm Parabellum (1975, 140.000 skouerenn), hag ar fuzuilh-arsailh SIG 550 (1986-1999, 600.000 skouerenn)[1]. Ar bistolenn P220 a oa ganet goude e vije prenet an embregerezh alaman Sauer & Sohn gant SIG e 1971. D'ar mare-se e voe cheñchet anv an embregerezh da SIG Sauer. Perc'henn e voe SIG Sauer war an embregerezh Hämmerli ivez etre 1971 ha 2000[2].

260.000 skouerenn eus ar bistolenn damaotomatek SIG SP2022 a voe prenet adalek 2003 gant Bro-C'hall evit pourveziañ he nerzhioù polis, archeriezh ha maltouterezh[3]. Ar fuzuilh-arsailh SIG MCX a zo bet dibabet evel arm standart nevez gant arme ar Stadoù-Unanet e 2022, dindan an anv M7. Ur gartouchenn nevez, ar 6,8 × 51 mm, zo bet ijinet gant SIG evit an arm, ha degemeret eo bet evel unan eus kalibroù ofisiel armeoù AFNA goude[4].

Ur SIG Sauer P220.

Pistolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilhoù-emgann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilhoù-arsailh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur fuzuilh-resisted Sauer SSG 3000

Fuzuilhoù-resisted

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Sauer SSG 3000

Bannerezed-greunadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • SIG GLG 40

Fuzuilh dre aer gwasket

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • TG-1

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) About us war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 20/10/2025)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) HARTINK A. E., L'encyclopédie des pistolets et revolvers, Maxi-Livres, 2004, ISBN 2-7434-4777-X, p. 197-198
  3. (fr) POLLONI Camille, Il suffira d'un SIG, Les Jours, 08/11/2018 (lennet d'ar 25/05/2025)
  4. (en) POPENKER Maxim, SIG Sauer NGSW-R MCX Spear XM5 assault rifle (USA), Modern Firearms (lennet d'an 20/10/2025)
  5. (en) LANE David, .277 Sig Fury (6.8x51): Ballistics, Vs. 5.56 and .308, and The Future, Bear Creek Arsenal, 10/05/2017 (lennet d'an 20/10/2025)
  6. (en) Rifle ammo war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 13/02/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan