Mont d’an endalc’had

SIG-Sauer SP2022

Eus Wikipedia
SIG-Sauer SP2022
Skeudenn ar pennad SIG-Sauer SP2022Ur bistolenn SIG-Sauer SP2022 (stumm implijet gant ar polis e Frañs)
Kinnig
Bro orin Suis Suis
Alamagn Alamagn
Doare Pistolenn damaotomatek un-ober/daou-ober
Munisionoù 9 mm Parabellum
.357 SIG
.40 S&W
Saver SIG Sauer
Bloavezh krouidigezh 1998
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 830 g
Mas (karget e 9 mm Parabellum) 987 g
Hirder 185 mm
Hirder ar c'hanol 98 mm
Perzhioù teknikel
Tizh o vont e-maez 350 m/s
Endalc'h Karger fiñv 15 kartouchenn (e 9 mm Para)
Karger fiñv 12 kartouchenn (e .357 SIG ha .40 S&W)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar SIG-Sauer SP2022 zo ur bistolenn damaotomatek ijinet ha produet gant an embregerezh SIG-Sauer. Gellet a ra bezañ kambret e 9 mm Parabellum, .357 SIG pe .40 S&W. Ur blatinenn SA / DA zo dezhi, hag ur c'harger uhel a-walc'h e endalc'h (betek 15 kartouchenn 9 mm). Un arm bihan ha skañv eo, savet e polimer, evit ezhommoù ar polis a rank dougen anezhañ e-pad an devezh.

Implij e Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2003 e oa bet choazet evit bezañ arm-dorn reolius meur a nerzh surentez e Frañs evel ar polis, an archeriezh pa ar valtouterezh. 260.000 skouerenn eus an arm a voe urzhiet evit ur sammad a 90 milion a euroioù. Ar wech kentañ e oa e veze pourveziet ar braz eus nerzhioù-surentez Bro-C'hall gant un arm-dorn savet en diavaez eus ar vro[1]. Anvet e voe an arm 2022 pa oa da vezañ pourveziet ar skouerennoù diwezhañ d'ar Stad er bloavezh-se. E 2023 e voe choazet an embregerezh stadunanat Speer evit pourveziañ 20 milion a gartouchennoù Gold Dot 9 mm da implijerien an SP2022 e nerzhioù surentez Frañs e-pad ar pevar bloaz da heul[2]. Arm-dorn standart eo c'hoazh hiziv-an-deiz er vro.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) COURTOIS Jean-Louis Courtois, Le pistolet SP 2022, Crépin-Leblond, 2007, 318 p., ISBN
  1. (fr) Emploi. Nicolas Sarkozy dégaine son Sig Sauer, e L'Humanité, 29/08/2003 (lennet d'ar 06/10/2024)
  2. (en) Speer Ammunition Awarded Duty Ammunition Contract For French Police, The Firearm Blog, 01/02/2023 (lennet d'ar 06/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan