.40 S&W
| .40 S&W | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù 9 mm Parabellum, .40 S&W, 10 mm Auto ha .45 ACP | |
| Doare | |
| Kalibr | .40 |
| Doare douilhez | kreuzenn, eeun |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Bloavezh krouidigezh | 1990 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 10,2 mm (.400) |
| Ø trogleuziñ | 9,9 mm |
| Ø kolier | 10,7 mm |
| Ø korf an douilhez | 10,8 mm |
| Ø strad | 10,8 mm |
| Tevder ar strad | 1,4 mm |
| Hirder an douilhez | 21,6 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 28,8 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 7,45 - 12,85 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 320 - 430 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 628 - 797 J |
| Emors | SP |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An .40 S&W (pe 10,2 × 22 mm) zo ur munision evit an armoù-dorn ijinet e 1990 gant an embregerezhioù stadunanat Smith & Wesson ha Winchester. O fal e oa pourvezañ polis o bro gant kartouchennoù uhel o galloud-herzel met aesoc'h da implijout ha bihanoc'h evit ar .45 ACP. Deveret eo eus an 10 mm Auto.
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa ar goulenn evit ur munision nevez goude fuzuilhadeg 1986 e Miami, e-lec'h ma voe lazhet daou ezel eus an FBI. An ajañs stadunanat a grogas neuze da amprouiñ munisionoù nevez evel an 9 mm Parabellum hag ar .45 ACP evit implijout anezhe e pistolennoù, pa raent betek-neuze gant revolverioù izel o endalc'h ha kambret e .357 Magnum[1]. Tamm-ha-tamm e tostaas an FBI ouzh Smith & Wesson evit sevel ur munision nevez a gordje gant o c'hoantoù. Krouet e voe an .40 S&W diwar o labour[2]. Bremañ e vez implijet ar c'halibr-mañ gant nerzhioù-surentez a bep seurt er Stadoù-Unanet hag e Kanada, Brazil hag Aostralia.
Kalz pistolennoù a-vremañ a ginnig stummoù kambret evit an .40 S&W c'hoazh, met koll a ra ar c'halibr tachenn dibaoe un nebeud bloavezhioù, p'eo alies izeloc'h endalc'h an armoù a zegemer anezhañ ha tennoc'h o argil evit ar re kambret e 9 mm Parabellum da skouer. An FBI ha nerzhioù-surentez all er Stadoù-Unanet a zistro da vunisionoù 9 mm abaoe kreiz ar bloavezhioù 2010[3], hag embregerezhioù evel Glock a grog da zilezel an .40 S&W en o froduioù nevez[4].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) SAVAGE Michael, .40 Caliber, war LynxDefense.com, 03/02/2024 (lennet d'an 22/08/2024)
- ↑ (en) TAFFIN John, The 40 S&W, war Six Guns, diellet (lennet d'an 22/08/2024)
- ↑ (en) TARR James, Is .40 S&W Dead?, Firearms News, 21/11/2016 (lennet d'ar 01/05/2025)
- ↑ (en) It's Glover: Glock to Discontinue Dozens of Legacy Models, Guns.com, 09/04/2025 (lennet d'ar 01/05/2025)