FN Herstal

Ar Fabrique Nationale Herstal, anvet ivez FN Herstal, zo un embregerezh armoù-tan hiniennel ha munisionoù belgiat diazezet abaoe 1889 e kumun Herstal, nepell diouzh Liège. Perc'henn eo war merkoù armoù brudet all evel Browning pe Winchester. Perzh eo er strollad Groupe Herstal, perc'hennet penn-da-benn gant Rannvro Wallonia.
| Tachenn obererezhioù | greanterezh armoù, greanterezh armoù ha musionoù, sevel kirri |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 3 Gou 1889 |
| Anv ofisiel | Fabrique Nationale Herstal |
| Trading name | FN Herstal |
| Diazezer | Henri Pieper |
| Stad | Belgia |
| E tiriad | Herstal |
| Furm lezennel | Public limited company (Belgium) |
| Lec'h diazez | Herstal |
| Aozadur mamm | Herstal Group |
| Perc'henn war | Browning Arms Company |
| Sez sokial | Herstal |
| Produ | arm-tan, Munision, arm |
| Lec'hienn ofisiel | https://fnherstal.com/ |
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ar XVvet kantved ha deroù implij an armoù-tan en Europa e oa brudet Liège evit he bombezerezioù hag hec'h akebutoù. Klezeoù, bouc'haloù ha kontilli a veze graet eno a-raok dija. Poultr du a veze produet ivez e Liège abaoe 1595 er Maison Curtius. E 1803 e tibabas Napoléon Bonaparte savadurioù ar Prieuré de Saint-Léonard, hanter zistrujet, d'ober un deuzerez kanolioù enno, a zeuas goude da vezañ ar Fonderie Royale de Saint-Léonard (serret e 1945).
E 1889 e voe krouet e Liège ar Fabrique Nationale d'Armes de Guerre diwar intrudu bourc'hizien an trowardroioù, evit gellet respont d'ur goulenn 150.000 fuzuilh Mauser da bourveziañ an arme belgiat. Savet e voe uzinoù e kumun Herstal, nepell diouzh Liège. Implijet e voe an armoù gant arme ar vro ar Brezel-bed Kentañ, betek ar bloavezhioù 1930[1].

Kenlabour gant John Browning
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An ijinour armoù stadunanat John M. Browning en doa krouet e 1898 an Auto-5, ar fuzuilh-chase damaotomatek modern kentañ. Nac'het e oa bet ar raktres gant Winchester a oa boas da labourat gantañ, ha mont a reas ar Stadunanad e 1902 da ginnig e arm d'an FN Herstal, a brodue dija ar bistolenn Model 1900 ijinet gantañ. Plijout a reas an Auto-5 d'an FN Herstal ha sinañ a reas ur gevrat gant Browning evit produiñ ar fuzuilh. Berzh a reas, ha 50.000 skouerenn anezhi a voe gwerzhet er Stadoù-Unanet er bloavezh kentañ. Penn-kentañ ur c'henlabour frouezhus e voe etre an ijinour hag an embregerezh. John M. Browning a roas an droad d'an FN da implijout e anv evel merk marilhet. E 1912 e oa bet produet ur milion a fuzuilhoù Auto-5 e Herstal dija. Un arm all, an FN M1900, a verkas ivez deroù berzh ar pistolennoù savet gant Browning evit an FN[1].
Un nebeud kirri-tan ha marc'hoù-houarn a voe produet ivez gant an FN Herstal e kard kentañ an XXvet kantved, ha marc'hoù-tan betek 1965.
Eus an eil brezel d'egile
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aloubet e voe kêr Liège e deroù ar Brezel-bed Kentañ gant an arme alaman. Savadurioù an FN Herstal a zeuas da vezañ un ospital evit ar soudarded c'hloazet. Ul lod deus implijdi an embregerezh a voe kaset just a-raok an aloubadeg da Vro-Saoz e-lec'h ma kendalc'hjont da broduiñ fuzuilhoù evit pourveziañ an arme belgiat. John Browning en em lakaas neuze e servij arme ar Stadoù-Unanet.
Goude ar brezel e teuas ar bank Société Générale de Belgique da vezañ mestr war an FN Herstal. Ar bloavezhioù 1920 a voe diaes evit an embregerezh. E miz Du 1926 e voe digoret un atalier engravañ war vetal en uzin, ennañ 10 artizan o labourat. Er memes bloaz e varvas John M. Browning e Herstal pa oa o labourat war ar B25, ur fuzuilh-chase dezhi kanolioù an eil war egile, un nevezinti d'ar poent-se. E vab Val Allen, unan eus renerien ar produerezh abaoe 1920, a echuas al labour hag e 1930 e voe lakaet an arm war ar marc'had. Ur wech ouzhpenn e reas berzh hag e sikouras an FN Herstal da adsevel. Betek 1980 e voe produet 500.000 skouerenn eus an arm gant an embregerezh.

E 1930 e voe kemeret plas penn ijiner armoù-tan an FN Herstal gant ar Belgiad Dieudonné Saive. Hemañ a savas da skouer ar bistolenn GP 35 (pe Hi-Power)[2], a voe unan eus an armoù-dorn implijetañ gant an armeoù en XXvet kantved[1].
E 1940 e voe aloubet Liège gant an Alamaned adarre. Ul lod deus an implijdi a guitaas an uzin, Saive en zouez. Steuñvioù armoù evel reoù ar Browning HP a voe kaset da Vreizh-Veur, hag alese betek Kanada, e-lec'h ma kenlabouras skipailhoù an FN Herstal gant Inglis evit produiñ pistolennoù e uzin Toronto. Klask a reas ar Wehrmacht produiñ enni pistolennoù dindan aotre Browning. Tarvet e voe meur a arm gant al labourerien. Troc'het e voe da vat an darempred etre ar familh Browning hag an FN Herstal e fin 1941 pa zisklêrias ar Stadoù-Unanet ar brezel a-enep d'an Trede Reich.
E miz Gwengolo 1944 e voe dieubet Liège gant Stadunaniz. Bombezadegoù alaman kalet a zistrujas neuze ul lod deus savadurioù an FN.
Kresk eil hanter an XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar bloavezhioù 1940, goude ar brezel, e voe krouet gant Dieudonné Saive evit ezhommoù an arme belgiat an SAFN 49 (evit Semi-Automatique FN), ur fuzuilh-emgann, ha dreist-holl an FN FAL (Fusil d'Assaut Léger)[1], evit heuliañ meizad ar fuzuilhoù-arsailh Sturmgewehr 44 ijinet en Alamagn e dibenn ar brezel. Berzh a reas an arm diwezhañ-mañ e broioù all eus AFNA hag adsevel a reas an FN Herstal a-drugarez dezhañ ha gant sikour an ezporzhioù war-zu ar Stadoù-Unanet.
Er bloavezhioù 1960 e c'hoarvezas harzoù-labour ha manifestadegoù kalet e Wallonia. Pevar labourer a varvas en emgannoù. Ar familh Browning a zivizas lakaat produiñ ul lodenn eus e armoù e Japan. En arvar e oa an FN Herstal da vont da get ma kolle ar marc'had stadunanat dre ma teue 60% eus e werzhoù alese.
E fin ar bloavezhioù 1970 e cheñchas an traoù avat : bresk e oa deuet da vezañ an embregerezh Browning eno abalamour d'an enkadenn ekonomikel ha da gudennoù justis gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet. E 1977 e tivizas an FN Herstal prenañ Browning USA evit 20 milion $. Ne felle ket da Veljiz e kouezhfe ar merk etre daouarn o c'hevezerien. Ul lod deus ar produerezh a chomas memestra e Japan. Er bloavezhioù war-lerc'h e voe klasket ledanaat oberioù Browning ha gwerzhet produioù a bep seurt dindan e anv : dafar pesketa, golf, sportoù dour... Ne badas ket an traoù ha dilaosket e voe tamm-ha-tamm ar rannoù-mañ. Tro 10.000 den a laboure evit an FN Herstal er bloavezhioù 1970. E 1979 e voe krouet FN America, skourr an embregerezh er Stadoù-Unanet, evit produiñ an M240 eno, un adstumm eus ar vindrailherez FN MAG[3]. Savet e voe an uzin e Columbia (South Carolina)[4].
Er bloavezhioù 1980 e oa en arvar ivez ar produer armoù Winchester, un embregerezh istorel all er Stadoù-Unanet. An FN Herstal a brenas anezhañ. Postañ a reas kalz arc'hant da adsevel un uzin nevez e New Haven, nepell diouzh an hini gozh. Divizet e voe produiñ armoù a rummad uhel dindan an anv Browning ha reoù a rummad etre dindan hini Winchester.
Goude ar bloavezhioù 1990
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude diskar URSS e kouezhas ar goulenn war an armoù er bed. Ar garabinenn Maral, gwerzhet adalek 2013, a reas berzh e bed ar chaseourien. E 2022 e tigreskas gwerzhoù munisionoù an FN deus 30% goude ehan ar produiñ evit an Arabia Saoudat. Ar brezel en Ukraina en deus adsavet ar goulenn war ar munisionoù abaoe 2023 ha tennañ a ra an FN Herstal gounid deus se. 2.300 den a labour evit an embregerezh hiziv an deiz. E miz Ebrel 2023 en deus kemennet FN America e oa o vont da sevel un eil uzin e kêr Liberty (kontelezh Pickens, South Carolina) evit gellet respont da gresk marc'had an armoù-tan hiniennel eno[3].
An FN Minimi, FN MAG, hag ar rummad modernoc'h FN SCAR zo e-touez an armoù hiniennel gwerzhet ar muiañ hiziv-an-deiz gant an FN Herstal.
Armoù produet gant an FN Herstal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù ha fuzuilhoù-arsailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mauser 1889
- FN/Browning Auto-5 (1905)
- FN/Browning B25 (1931)
- Mauser 1935
- Mauser 1936
- SAFN 49 (1947)
- FN FAL (1953)
- FN CAL
- FN FNC (1977)
- FN SPR
- FN F2000 (2001)
- FN SCAR (2004)
- FN FNAR (2008)
Fuzuilhoù-mindrailher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- FN Minimi (1974)
Pistolennoù-mindrailher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pistolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Browning M1900
- Browning M1906
- Browning M1910 / M1922
- Browning HP / Browning GP 35
- Browning HP-DA
- FN Forty-Nine
- Rummad FNP (2003-2011)
- FN FNS
- FN Five-seven
- Rummad FNX (2009 - bremañ)
- FN 509 (& FN 545, FN 510, FN 502) : abaoe 2017
Revolver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Banner-greunadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- FN40GL
Mindrailherezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- FN MAG (1958)
- M2 Browning QCB
- FN EVOLYS
Armoù nann-varvus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Implijet e voe ur bistolenn Browning M1910 produet en FN Herstal gant Gavrilo Princip e gwalldaol Sarajevo, d'an 28 a viz Mezheven 1914.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) FRANCOTTE Auguste & GAIER Claude, FN 100 ans, Histoire d'une grande entreprise liégeoise, Didier Hatier, 1989, EAN 9782870886441
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 08/01/2024)
- (fr) La Fabrique Nationale war Liège ma ville, 2023
- (fr) Browning, une marque qui a révolutionné les armes à feu, 16/11/2022
Daveennoù ha liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (en) POOLE Eric, JAMES Garry, The Untold FN Story, Guns & Ammo, 24/03/2016 (lennet d'an 19/05/2025)
- ↑ (en) T. Logan Metesh, Brief Bio: Dieudonné Saive, High Caliber History, 17/11/2022 (lennet d'an 19/05/2025)
- ↑ 3,0 ha3,1 (en) FN Announces Second Facility in Pickens County, South Carolina, war lec'hienn FN America, 26/04/2023 (lennet d'ar 14/11/2024)
- ↑ (en) SAGI Guy J., FN Breaks Ground On Second South Carolina Factory, American Rifleman, 31/10/2023 (lennet d'ar 14/11/2024)