Browning M1910
| Browning M1910 | |
|---|---|
Ur Browning M1910 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | .380 ACP .32 ACP |
| Produer | FN Herstal |
| Mare produiñ | 1910 - bloavezhioù 1960 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 570 g |
| Hirder | 154 mm |
| Hirder ar c'hanol | 88,5 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 299 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 6 kartouchenn (e .380 ACP) pe 7 kartouchenn (e .32 ACP) |
| Adstummoù | Browning M1922 (anvet ivez M1910/22) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Browning M1910, anvet ivez FN Model 1910, zo ur bistolenn un-ober ijinet gant John Browning ha produet gant an embregerezh belgiat FN Herstal adalek 1910. Disheñvel e oa diouzh ar pistolennoù Browning savet betek-neuze abalamour da winterell he gwikefre-argil bezañ lakaet tro-dro d'he c'hanol. Skañvoc'h e oa neuze. Kambret e oa e .32 ACP hag e .380 ACP. Un arm fiziapl e oa, ha berzh a reas e-touez kalz ofiserien en Europa[1]. Ur stumm all anezhi anvet M1922 pe M1910/22 a voe produet. Hiroc'h ha ponneroc'h e oa, hag uheloc'h e oa hec'h endalc'h.
En Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Browning M1910 a voe implijet gant Gavrilo Princip d'an 28 a viz Even 1914 evit lazhañ Franz Ferdinand Aostria-Este[2]. Ur skouerenn all eus an arm a servijas da zrouklazhañ ar prezidant gall Paul Doumer e 1932. Implijet e voe gant kalz broioù european e-pad an Eil Brezel-bed, ha gant rezistanted evel an Izelvroadez Hannie Schaft.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.76
- ↑ (en) Pistolet automatique belge, The National WWI Museum and Memorial (lennet d'an 13/07/2024)