Mont d’an endalc’had

.380 ACP

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant .38 ACP.
.380 ACP
Skeudenn ar pennad .380 ACP

Ur gartouchenn .380 ACP, stumm FMJ (Full Metal Jacket)
Perzhioù
Kalibr .380 / 9,65 mm
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Banniel Belgia Belgia (hervez ar CIP)
Muzulioù
Ø bannadell 9 mm
Ø trogleuziñ 8,8 mm
Ø kolier 9,5 mm
Ø korf an douilhez 9,5 mm
Ø strad 9,5 mm
Tevder ar strad 1,1 mm
Hirder an douilhez 17,3 mm
Hirder ar gartouchenn 25 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 3 - 6 g
Tizh mont e-maez V0 312 - 559 m/s
Energiezh ar vannadell 275 - 457 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An .380 ACP (evit Automatic Colt Pistol), anvet ivez .380 Auto, 9 × 17 mm, 9 mm Browning, hag hervez ar broioù 9 mm Short, 9 mm Kurz, 9 mm Corto pe 9 mm Browning Court (e anv ofisiel hervez ar CIP) zo ur munision evit an armoù-dorn ijinet gant John Browning ha kinniget gant an embregerezh Colt e 1908 evit e bistolenn Colt Model 1903 Pocket Hammerless. Deveret eo eus ar c'hartouchennoù .38 ACP.

Gwerzhet e voe er Stadoù-Unanet adalek 1908 hag en Europa adalek 1912. Implijet e voe evel kartouchenn standart gant armeoù un nebeud broioù a-raok an Eil Brezel-bed : Tchekoslovakia, Hungaria, Italia (er Beretta M1934), an Izelvroioù ha Yougoslavia. Kemeret e voe e blas gant ar c'hartouchennoù galloudusoc'h 9 mm Parabellum ha 9 mm Makarov hervez ar broioù goude ar brezel. Kalz ofiserien eus ar Wehrmacht a implije anezhañ e pistolennoù Walther PPK prenet gante o-unan.

An .380 ACP zo e-touez ar c'halibroù poblekañ evit an armoù-dorn goude an 9 mm Parabellum hag ar .45 ACP[1]. An holl broduerien armoù-dorn brudet a-vremañ (Glock, CZ pe SIG Sauer en o zouez) a werzh armoù kambret er c'halibr-mañ. Gellet a ra bezañ implijet e armoù-dorn bihan pe etre a-drugarez d'e hirder ha d'e ledander izel[1].

Al Liberator, unan eus an armoù kentañ a c'halled fardañ gant ur voullerez 3D, a zo kambret e .380 ACP[2].

  1. 1,0 ha1,1 (en) HODGDON Michael, Top 5 most popular handgun calibers, SSP Firearms (lennet d'an 22/08/2024)
  2. (en) GREENBERG Andy, Meet The 'Liberator': Test-Firing The World First Fully-Printed 3D Gun, war Forbes, 06/05/2013 (lennet d'an 23/08/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan