Česká zbrojovka a.s.
| Česká Zbrojovka a.s. | |
|---|---|
| Krouidigezh | 1919 |
| Diazez hervez ar Gwir | Kevredigezh dizanv |
| Sez sokial | Uherský Brod, |
| Perc'henned lodennoù nesañ | Colt CZ Group |
| Obererezh | armoù-tan |
| Kevredigezh e penn | Colt CZ Group |
| Isembregerezhioù | CZ-USA Ceská Zbrojovka Brno |
| Implijidi | 1800 (2017) |
| Lec'hienn internet | www.czub.cz |
|
| |
| Sifr gwerzhioù | 4 miliard a gurunennoù tchek (2016) |
| Disoc'h rik | 600 milion a gurunennoù tchek (2016) (war-dro 23 milion a euroioù) |
Česká zbrojovka a.s. (anvet boas CZ, gwechall Česká zbrojovka Uherský Brod) zo un embregerezh armoù-tan liesvroadel tchek savet e 1919 e Plzeň. Produet en deus armoù hiniennel bet implijet gant arme Tchekoslovakia, hag hini Tchekia war-lerc'h, evel ar pistolennoù vz. 27 ha CZ 52, ar c'harabinennoù vz. 52, ar fuzuilhoù-arsailh vz. 58, ha bremañ ar pistolennoù P-10 C.
Betek fin an XXvet kantved e produe ivez marc'hoù-tan unsailh. Kenlabourat a rae gant an embregerezh Jawa a brodue marc'hoù-tan divsailh.
Produer armoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An armoù produet gant CZ a vez implijet gant armeoù, servijoù polis koulz ha chaseourien pe tennerien sport. Meur a seurt armoù a vez produet, pe e vefe armoù-plom pe armoù-tan. War-dro 1800 den a labour evit an embregerezh.

95% eus ar produiñ a vez ezporzhiet war-zu ur c'hant bro bennak er bed. An embregerezh zo e-touez an 10 produer brasañ a armoù-dorn hag e-touez ar pemp produer brasañ a armoù aotomatek er bed. Perzh eo CZ eus an holding Colt CZ Group savet gantañ e 2013. Unan eus ar strollad pouezusañ e bed an armoù hiniennel hag an difenn er bed eo.
Armoù produet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pistolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bihan-kenañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- CZ 92
- CZ 2075 Rami
- CZ 2075 Rami P
- CZ 27
- CZ P-10 M
Bihan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- CZ 82 / CZ 83
- CZ 75 Compact
- CZ 75 D Compact
- CZ 75 D Compact (P-01)
- CZ 100
- CZ 110
- CZ P-07
- CZ P-10S
- CZ P-10C
Standart
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- CZ 75 B
- CZ 75 BD
- CZ 75 Kadet
- CZ 85 B
- CZ 85 Combat
- CZ 97 B
- CZ 75 SP-01
- CZ P-10F
- CZ P-10SC
- CZ 75 B Stainless
- CZ P-09
Kenstrivadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- CZ 75 Champion
- CZ Tactical Sports (TS)
- CZ Tactical Sports Orange (TSO)
- CZ 75 B SA
- CZ 75 SP-01 Shadow
- CZ 75 SP-01 Shadow Orange
- CZ Shadow 2
Karabinennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Karabinennoù dezhe munisionoù skoet war o zro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- CZ 452 (meur a stumm dezhi)
- CZ 455 (meur a stumm dezhi, dezho kanolioù a c'hell bezañ fiñvet, deuet e plas ar rummad CZ 452)
- CZ 457 (meur a stumm dezhi, deuet e 2019 e plas ar rummad CZ 455)
- CZ 513
- CZ 511 (damaotomatek)
- CZ 512 ha 512 Tactical (damaotomatek)
Karabinennoù dezhe munisionoù skoet e-kreiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- CZ 527
- CZ 550
- CZ 555
- CZ ZKK 600, 601, 602
- CZ 557
- CZ 600
Fuzuilhoù-chase
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- BO 801
- BO 802
- CZ SxS
Fuzuilhoù-resisted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- CZ 750 S1 M1
Fuzuilhoù-arsailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pistolennoù-mindrailher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Škorpion vz. 61 hag he adstummoù
- CZ Scorpion EVO 3 A1/S1 (A1 e stumm aotomatek & S1 e stumm damaotomatek)
- CZ Scorpion EVO 3 S1 Carbine

Aer gwasket
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dudiamant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- SLAVIA 630
- SLAVIA 631
- SLAVIA 634
Kenstrivadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- CZ 200
- CZ 200 S
Skipailhoù tennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]CZ o deus meur a skipailh tennañ, en o zouez unan IPSC pistolenn. Sponsorizañ a ra Česká zbrojovka a.s. an International Practical Shooting Confederation abaoe 1996 evit kampionadoù ar Bed, kampionadoù Europa ha kampionadoù ar c'hevandirioù.
E 2022 e oa bet digoret e Kemper ur greizenn sportoù tennañ a-drugarez da arc'hant CZ gant ar c'hampion Éric Grauffel[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (cs) Lec'hienn ofisiel
- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Éric Grauffel, une référence mondiale du tir sportif, Ouest-France Kemper, 24/10/2022 (lennet d'ar 25/08/2024)
