CZ 75
CZ 75 | |
---|---|
![]() Ur bistolenn CZ 75 | |
Kinnig | |
Bro | ![]() ![]() |
Doare | Pistolenn damaotomatek SA/DA |
Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
Munisionoù | 9 mm Parabellum (da gentañ) .40 S&W .45 ACP 9 × 21 mm IMI .22 Long Rifle |
Produer | Česká zbrojovka a.s. |
Mare implij | Abaoe 1975 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 1 kg |
Mas (karget) | 1,180 kg |
Hirder | 206 mm |
Hirder ar c'hanol | 120 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 25 m |
Endalc'h | Karger fiñv 15 kartouchenn (stumm orin) Kargerioù fiñv enne etre 10 pe 26 kartouchenn (stummoù all) |
Adstummoù | Gwelet en destenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar CZ 75 zo ur bistolenn damaotomatek ijinet e deroù ar bloavezhioù 1970 gant Josef ha František Koucký, ha produet abaoe 1975 gant an embregerezh tchek Česká Zbrojovka. Savet e voe evit bezañ ezporzhiet[1], dre ma oa kambret evit kalibroù nann-soviedel, daoust dezhi bezañ a-orin eus bloc'h ar Reter. hag implijet e vez gant ar polis e Tchekia, Turkia hag e lec'hioù zo e Stadoù-Unanet Amerika. Priziet eo ivez gant an dennerien-sport abalamour dezhi da vezañ resis-tre ha sasun. Brudet eo evit he fiziaplted hag e solutder[2][3].
Unan eus ar pistolennoù kentañ e oa a voe renket e rummad ar Wonder Nine. Ar pistolennoù Tanfoglio T95 italian ha Jericho 941 israelat zo awenet ganti.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Awenet eo framm ar CZ 75 gant hini ar SIG P210 suis[3]. E dir eo an arm, hag aremennet eo. Pourveziet eo gant ur c'harger div golonenn. Awenet eo he gwikefre tennata dre argil berr gant hini ar Browning Hi-Power. Ne oa loc'henn dizarmiñ ebet ha difiñv e oa he c'houch war stumm kentañ an arm, met reolius eo hemañ war stummoù evel ar re Combat pe ar re savet evit an ISPC[1]. Ur surentez skoer (Firing pin Block) a gaver war an arm abaoe 1993[3]. Stummoù disheñvel a zo bet diorroet abaoe 1975, en o zouez[4]:
- platinenn daou-ober ha decocking (sistem dizarmiñ) war ar CZ 75 BD, ar CZ 75 BD compact hag ar CZ 75 P01 (reolius er polis tchek abaoe 2001).
- platinenn daou-ober nemetken, sistem dizarmiñ aotomatek ha morzhol damguzh war ar CZ 75 DAO ha 2075 RAMI.
- platinenn un-ober ha sistem surentez dre zorn war ar CZ 75 SA implijet er sportoù tennañ dreist-holl.
- tenn aotomatek war ar CZ 75 automatic (war-dro 1000 tenn/munutenn).
- gwikefre azasaet d'an dehoùidi koulz ha d'ar gleizidi war ar CZ 85.
Kalibroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kambret e oa ar CZ 75 e 9 mm Parabellum da gentañ. Stummoù e .40 S&W, .45 ACP[3], 9 × 21 mm IMI pe .22 Long Rifle a gaver ivez. Endalc'h ar c'harger a zo :
- 15 tenn e 9 mm Parabellum evit ar stummoù kentañ ;
- 16 tenn e 9 mm Parabellum evit ar stummoù nevesañ ;
- 12 tenn e .40 S&W ;
- 10 tenn en armoù gwerzhet e SUA er bloavezhioù 1990 ;
- 18 tenn er CZ 75 SP01 Shadow 9 mm Parabellum savet evit an tenn pleustrek hag an TAR (Tennañ gant Armoù Reolius) ;
- 10 tenn er stumm Kadet (.22 LR)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- CZ Shadow 2, pistolenn deveret eus ar CZ 75 evit an tenn pleustrek
- CZ P-09 ha P-07, pistolennoù polimer awenet gant ar CZ 75
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, CZ-75 pistol, Modern Firearms (lennet d'an 20/01/2025)
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 98
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 (fr) ALEXANDRE Guillaume, CZ 75 B : la référence des pistolets tout acier ?, Cibles n°652, miz Here 2024, pp. 10-14
- ↑ (en) Pajenn ar CZ 75 war lec'hienn ar produer (lennet d'ar 24/05/2025)
|