Mont d’an endalc’had

CZ 457

Eus Wikipedia
CZ 457
Skeudenn ar pennad CZ 457

Ur garabinenn CZ 457 Luxe
Kinnig
Bro Banniel Tchekia Tchekia
Doare Karabinenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Kalibroù .22 Long Rifle
.22 WMR
.17 HMR
Saver Česká Zbrojovka
Mare implij Abaoe 2019
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) Etre 2,4 kg ha 3,9 kg (hervez an adstumm)
Hirder Etre 865 mm ha 1182 mm (hervez an adstumm)
Hirder ar c'hanol Etre 412 mm ha 726 mm (hervez an adstumm)
Perzhioù teknikel
Mont en-dro Karabinenn-vorailh
Dalc'had Karger-fiñv 5 pe 10 tenn
Adstummoù Synthetic, Training Rifle, Varmint, American, Luxe, MTR, Jaguar, Premium, Stainless, MDT, Thumbhole
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar CZ 457 zo ur garabinenn-vorailh produet gant an embregerezh Česká Zbrojovka. Kemeret he deus plas ar CZ 455 e katalog ar merk e 2019[1]. Kambret eo e .22 Long Rifle, .22 Magnum pe .17 HMR, da lavaret eo kartouchennoù skoet war o zro. Ur rummad karabinennoù all eus ar merk, ar CZ 600, zo savet evit ar munisionoù skoet en o c'hreiz.

Kanol ar CZ 457 a c'hell bezañ cheñchet aes ha lakaet en e blas kanolioù all eus ar merk savet evit munisionoù skoet war o zro. Implijet e vez kalz er sportoù tennañ abalamour m'eo brudet evit he resisted.

Emdroadurioù e-keñver ar CZ 455[1]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Digoradur al loc'henn-gulasenn da 60° (e-lec'h 90°)
  • Kanol ha boest-kulasenn tretet war-c'horre a-enep ar mergl
  • Skoer savet evit gellet tennañ hep kartouchenn, hep ma vefe labezet
  • Surentez war ar c'hostez (mod push and shoot)
  • Bouton da ziskouez eo kambret ur munision
  • Kargerioù a c'haller lakaat er c'harabinennoù CZ 452 ha CZ 455
  • Draen a c'haller reoliañ (pouez etre 90 g ha 1500 g) ha bosennig etre 0,5 ha 5 mm

Meur a adstumm zo d'ar CZ 457. Disheñvel int peurliesañ abalamour da hirder o c'hanol, a zo 16 pe 20 meutad (412 pe 525 mm) e hirder war ar braz eus an adstummoù. Kanolioù skañv pe bonner a gaver. Ur c'houch a c'haller reoliñ eus 25 betek 200 metr a zo savet war adstummoù zo. Un diforc'h all etre an adstummoù eo danvez o lamm, a c'hall bezañ e koad pe e polimer[2].

Doare kanol Hirder ar c'hanol (mm) Hirder

(mm)

Pouez

(kg)

Danvez al lamm Gorread al lamm Kouch Kalibr(où)
CZ 457 Varmint ponner 525 981 3,3 kraoñ lak ket .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 Varmint Synthetic ponner 412,5 865 2,6 polimer soft-touch ket .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 Synthetic 16" skañv 412,5 865 2,5 polimer soft-touch ket .22 LR
CZ 457 Synthetic 20" skañv 525 977 2,5 polimer soft-touch ket .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 MTR 16" ponner 412,5 854 3,9 kraoñ eoul ket .22 LR
CZ 457 MTR 20" ponner 525 967 3,9 kraoñ eoul ket .22 LR
CZ 457 Training Rifle skañv 630 1085 3,1 faou lak ya .22 LR
CZ 457 American skañv 630 1087 3 kraoñ lak ket .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 Premium skañv 630 1084 2,9 kraoñ eoul ya .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 Lux skañv 630 1088 2,9 kraoñ lak ya .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 Jaguar XII skañv 726 1084 kraoñ eoul ya .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 Royal skañv 412,5 857 2,9 kraoñ eoul ket .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 Stainless skañv 525 977 2,5 polimer soft-touch ket .22 LR
CZ 457 MDT ponner 525 1010 3,4 duralumin serakot ket .22 LR
CZ 457 Thumbhole 16" ponner 412,5 885 3,2 laminated lak ket .22 LR
CZ 457 Thumbhole 20" ponner 525 997 3,6 laminated lak ket .22 LR
.22 Magnum
.17 HMR
CZ 457 LRP Black ponner 525 1010 3,9 faou soft-touch ket .22 LR
CZ 457 Carbon skañv 525 977 2,15 polimer soft-touch ket .22 LR
CZ 457 At-one ponner 525 938-982 3,5 laminated lak ket .22 LR
  1. 1,0 ha1,1 (en) BECKSTRAND Tom, CZ Model 457 Rimfire Rifles Review, Guns & Ammo, 15/10/2020 (lennet d'ar 15/10/2024)
  2. (en) Hervez pajenn ar CZ 457 war lec'hienn Česká Zbrojovka (lennet d'ar 16/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan