Mont d’an endalc’had

9 × 18 mm Makarov

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant 9 × 18 mm Ultra.
9 × 18 mm Makarov
9 × 18 mm Makarov

Ur gartouchenn 9 × 18 mm Makarov
Doare
Bro orin URSS
Doare korf an douilhez kreuzenn, eeun
Doare skeiñ e-kreiz
Bloavezh krouidigezh 1946
Muzulioù
Ø bannadell 9,27 mm
Ø trogleuziñ 9 mm
Ø kolier 9,91 mm
Ø korf an douilhez 9,95 mm
Ø strad 9,95 mm
Tevder ar strad 1,25 mm
Hirder an douilhez 18,10 mm
Hirder ar gartouchenn 25 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 3 - 7 g (standard da 6 g)
Tizh mont e-maez V0 305 - 564 m/s
Energiezh ar vannadell 286 - 464 J
Emors SP
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An 9 × 18 mm Makarov (pe 9 mm Makarov hervez ar CIP) zo ur munision soviedel evit ar pistolennoù savet e 1946 gant Boris V. Semin hag implijet adalek 1951 gant armeoù broioù Pakt Varsovia.

Al labour evit sevel ar gartouchenn a grogas un tammig a-raok an Eil Brezel-bed, met ar brezel a lakaas harz war an enklaskoù, a adkrogas e 1945 hepken. Izeloc'hik eo galloud an 9 mm Makarov evit hini an 9 mm Parabellum implijet e kalz broioù all, met an doktrin soviedat goude 1945 ne leze ket kalz plas d'ar pistolennoù-mindrailher, ha diezhomm e oa ur gartouchenn c'halloudus neuze, pa c'houlenn gwikefre an armoù-mañ muioc'h a energiezh. Boledoù standart an 9 mm Makarov a zo gwisket, met reoù emledus a voe pourveziet d'ar c'hKGB da vare C'hoarioù Olimpek Moskov e 1980. Savet e oant evit bezañ implijet war-vourzh kirri-nij[1].

E-touez an nebeud armoù kambret e 9 mm Makarov e kaver pistolennoù evel ar Makarov, an FB P-64, an FB P-83, ar CZ 82 pe ar Stechkin, ha pistolennoù-mindrailher evel an FB PM-63 pe ar Škorpion vz. 61. Produet e vez c'hoazh evit arme Rusia, hag implijet e vez c'hoazh e kalz broioù bet en URSS gwechall.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) POPENKER Maxim, 9×18 Makarov PM, Modern Firearms (lennet d'an 30/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan