Makarov (pistolenn)
| Pistolenn Makarov | |
|---|---|
Ur bistolenn Makarov gant he c'hartouchennoù | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober/daou-ober |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munision | 9 × 18 mm Makarov |
| Mare-produiñ | Abaoe 1949 |
| Mare implij | Abaoe 1951 e Nerzhioù armet an URSS hag e arme Rusia war-lerc'h |
| Meneger GRAU | 56-A-125 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 0,660 kg |
| Hirder | 160 mm |
| Hirder ar c'hanol | 91 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 50 m |
| Hed-tenn efedus | 20-30 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 315 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar bistolenn Makarov, anvet ivez PM (rusianeg : Пистолет Макарова, Pistolet Makarova) zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ha daou-ober, krouet e 1948 en URSS gant Nikolai Makarov evit pourveziañ an Arme Ruz. Awenet eo gant ar pistolennoù Walther PP ha Walther PPK. Kambret eo evit ar munisionoù 9 × 18 mm Makarov ha mont a ra en-dro gant ur sistem argil berr. Un arm bihan eo, ha fiziaploc'h evit an Tokarev TT 33 implijet araozañ gant Soviediz.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemeret he deus plas an Tokarev TT33 evel arm-dorn standart an arme soviedel e 1951. Produet eo bet dindan aotre e holl vroioù Pakt Varsovia. Implijet e vez hiziv an deiz c'hoazh gant an arme rusian ha gant armeoù all[1]. E 2020 ez eus bet roet gant Estonia 7.000 skouerenn anezho da Ukraina[2].
Kaset e veze ivez gant an egoraerien soviedat, dezhe da c'hellet dreistbevañ betegoût e touarjent en ur vro c'houez en ur zistreiñ war an Douar. Kemeret e voe plas ar Makarov gant an TP-82 evit an implij-se adalek 1986[3].
Elfennoù an arm zo bet adimplijet er bistolenn PSS krouet e deroù ar bloavezhioù 1980[4].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'e implij ledan er bloc'had soviedel e c'haller gwelet ar Makarov e meur a film pe stiradoù. E-touez a re vrudetañ anezhe emañ Tommorow Never Dies (1997), The World Is Not Enough (1999), Lord of War (2005), Hitman (2007), Red Dawn (2012) ha OSS 117 : Alerte rouge en Afrique noire (2021)[5].
Ar PSS a c'haller implijout e c'hoarioù video eus ar rummadoù Metal Gear Solid ha Call of Duty, hag e World of Guns: Gun Disassembly[5].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) BROWN Henry C., WHITE Cameron S., The Makarov Pistol: Soviet Union and East Germany, Edwin H. Lowe Publishing, 2016, 134 p., ISBN 978-0994168238
- (en) THOMPSON Leroy, Soviet Pistols: Tokarev, Makarov, Stechkin and others, Osprey Publishing, 2022, 80 p., ISBN 978-1472853486
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 91
- ↑ (en) PONOMARENKO Illia, Estonia gives 2,400 Makarov pistols to Ukraine, Kyiv Post, 07/07/2020 (lennet d'an 30/10/2024)
- ↑ (en) PIKE Travis, TP-82 Cosmonaut Survival Pistol: Russia’s space gun (diellet), Sandboxx, 19/01/2022 (lennet d'an 30/10/2024)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, The PSS silent special pistol (USSR/Russia), Modern Firearms (lennet d'an 03/09/2025)
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) Makarov PM, IMFDB (lennet d'an 03/09/2025)