TP-82
| TP-82 | |
|---|---|
Ur bistolenn TP-82 gant he lamm-vachete | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Mont en-dro | Pistolenn tri c'hanol da wintañ |
| Munisionoù |
|
| Produer | Uzin armoù Toula |
| Mare-produiñ | 1982 - 1987 |
| Skouerennoù produet | Etre 30 ha 100 hervez ar mammennoù |
| Mare implij | 1986 - deroù ar XXIañ kantved |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn, gant he lamm) | 2,4 kg |
| Hirder | 360 mm (670 mm gant he lamm) |
| Hirder ar c'hanol | 300 mm |
| Perzhioù all | |
| Hed-tenn pleustrek | Etre 20 ha 30 m (evit ar c'halibr 40) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An TP-82 (rusianeg : трёхствольный пистолет, pistolenn tri c'hanol) a zo un arm-dorn dreistbevañ savet e 1981 e uzin armoù Toula (URSS) evit an egoraerien soviedel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Meurzh 1965 e oa distro an egoraer Aleksei Leonov eus an droiad Voshkod 2, met douaret e oa e glozenn egor e Siberia, pell diouzh ar skipailhoù a oa da gerc'hat anezhañ. D'ar poent-se e veze kaset pistolennoù damaotomatek Makarov evit dreistbevañ en natur betegoût e vije c'hoarvezet un darvoud a seurt-se gant an egoraerien. Leonov a remerkas e oa re wan ar Makarov evit talañ ouzh al loened bras a gaver e koadeier Siberia, bleizi, arzhed, tigred hag all[1].

Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1971 e weladennas Leonov uzin armoù Toula, ha kontañ a reas e istor en embregerezh. E 1981 e voe savet un arm nevez eno, hag a voe asantet en ur mod ofisiel e 1982 evit an egoraerien[2]. Ur bistolenn da wintañ e oa, dezhi daou ganol kalibr 40 (12,5 × 70 mm) evit chaseal a-dost loened bihan pe etre, hag ur c'hanol all kambret e 5,45 × 39 mm (munision an AK-74) evit gellet tennañ pelloc'h pe war loened brasoc'h[1]. Choazet e voe ur sistem adkargañ dre zorn abalamour dezhañ bezañ fiziaploc'h evit hini ar sistemoù damaotomatek e hin yen Siberia. Gellet a rae ivez an arm tennañ fuzeennoù-argoll diouzh an ezhomm. Ul lamm a c'halle bezañ staget ouzh an TP-82, hag a oa enni ur machete evit troc'hañ koad[2].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e voe an TP-82 adalek 1986 ha betek deroù ar XXIañ kantved. Etre 30 ha 100 skouerenn anezhi a voe produet etre 1982 ha 1987 hervez ar mammennoù. Bremañ e vez choazet gant pep egoraer rusian peseurt arm-dreistbevañ e fell dezhañ kas gantañ, met war a seblant e vefe dilezet an TP-82 evit pistolennoù damaotomatek standartoc'h ha modernoc'h[1].