Mont d’an endalc’had

5,45 × 39 mm M74

Eus Wikipedia
5,45 × 39 mm M74
7,62 x 39

A gleiz da zehou : kartouchennoù 5.45 × 39 mm M74 ; 5,56 × 45 mm NATO ; 7,62 × 39 mm M43 ; 7,62 × 51 mm NATO ; 7,62 x 54 mm R
Perzhioù
Kalibr 5,45 mm
Doare korf an douilhez kreuzenn, bottleneck
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin URSS
Muzulioù
Ø bannadell 5,60 mm
Ø trogleuziñ 5,40 mm
Ø kolier 6,29 mm
Ø skoaz 9,25 mm
Ø korf an douilhez 10,00 mm
Ø strad 10,00 mm
Tevder ar strad 1,50 mm
Hirder an douilhez 39,82 mm
Hirder ar gartouchenn 57 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 3,43 g - 5,2 g
Tizh mont e-maez V0 880 - 890 m/s (303 m/s evit bannadelloù 5,2 g)
Energiezh ar vannadell 1 328 - 1 461 J (239 J evit bannadelloù 5,2 g)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar 5,45 × 39 mm M74 (evit ar bloavezh 1974) zo ur munision soviedel savet da gentañ evit ar fuzuilhoù-arsailh AK-74.

Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e oa kambret ar braz eus ar fuzuilhoù-arsailh er bed gant munisionoù hir : 7,62 × 51 mm evit ar Stadunaniz ha 7,62 × 39 mm evit ar Soviediz da skouer. D'ar mare-se e voe komprenet e oa re c'halloudus munisionoù ra seurt-se evit emgannoù tost er janglenn pe er c'hêrioù. Ma vije izelaet ment ha pouez ar c'hartouchennoù e c'hallje ivez ar soudarded kas muioc'h anezhe gante war an dachenn. An Stadunaniz a grouas munisionoù berroc'h (5,56 × 45 mm) a ziskouezas bezañ efedus e Brezel Viêt Nam. Eno e voe kaset fuzuilhoù AR-15 da arme ar Su Viêt Nam. Skouerennoù eus an armoù hag o munisionoù a voe seziset gant o enebourien, ha kaset d'an URSS evit bezañ studiet eno[1].

An ijinourien soviedat a laboure er memes koulz evit gwellaat ar c'hartouchennoù 5,6 × 39 mm, savet adalek 1955 en o bro evit ar chase hag an tennañ. Divizout a rejont izelaat treuzkiz o douilhez hag o boled, ha diwar-se e voe ganet ar 5,45 × 39 mm. Ar c'hartouchennoù kentañ a voe produet e uzin Toula e 1968[1]. Adalek 1974 e voe produet ar fuzuilhoù-arsailh AK-74 evit kemer plas an AK-47. Kambret e oant evit ar munision nevez.

Ar 5,45 × 39 mm M74 a zeuas da vezañ munision standart broioù Pakt Varsovia. Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh gant arme Rusia. Armoù kambret e 5,45 × 39 mm a vez implijet gant soudarded an daou du er brezel etre Ukraina ha Rusia. Daoust d'an armoù kambret e standard AFNA roet da Ukrainianiz e kav aesoc'h lod ober gant armoù soviedel peogwir e c'hallont kavout munisionoù aesoc'h ma tapont takadoù dalc'het gant ar Rusianed.[2]

Perzhioù teknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a stumm eus ar c'hartouchennoù 5,45 × 39 mm a voe savet : 7N6 (anvet ivez PS, kalonenn dir), 7N10 (anvet ivez PS) ha 7N22 (BP, galloud-toullañ uhel), 7N24 7U1 (subsoned, da vezañ implijet en AKS-74UB), 7N39 (PPBS), 7N40, 7T3 (roudenner) ha 7Kh3 en o zouez[1][3].

Munisionoù savet evit an arme

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv ar gartouchenn 7N6M 7N10 7N22 7N24 7N39 7T3 (roudenner) 7Kh3 (pleustriñ)
Pouez ar gartouchenn 10.5 g (162 gr) 10.7 g (165 gr) 10.75 g (166 gr) 11.20 g (173 gr) 11.72 g (181 gr) 10.3 g (159 gr) 6.65 g (103 gr)
Pouez ar vannadell 3.43 g (52.9 gr) 3.62 g (55.9 gr) 3.69 g (56.9 gr) 4.15 g (64.0 gr) 4.10 g (63.3 gr) 3.2 g (49.4 gr) 0.24 g (3.7 gr)
Tizh o vont e-maez V0 880 m/s (2,887 ft/s) 880 m/s (2,887 ft/s) 890 m/s (2,920 ft/s) 840 m/s (2,756 ft/s) 850 m/s (2,789 ft/s) 883 m/s (2,897 ft/s)
Energiezh o vont e-maez 1,328 J (979 ft⋅lbf) 1,402 J (1,034 ft⋅lbf) 1,461 J (1,078 ft⋅lbf) 1,464 J (1,080 ft⋅lbf) 1,481 J (1,092 ft⋅lbf) 1,259 J (929 ft⋅lbf)
Gwask ar gazoù 290 MPa (42,061 psi) 300 MPa (43,511 psi) 290 MPa (42,061 psi) 300 MPa (43,511 psi) 300 MPa (43,511 psi) 290 MPa (42,061 psi)
Resisted an tenn da 300 m 75 mm (3.0 in) 90 mm (3.5 in) 90 mm (3.5 in) 96 mm (3.8 in) 140 mm (5.5 in)

Munisionoù savet evit ar siviled

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv ar gartouchenn Hornady V-MAX WOLF Performance FMJ HP WOLF Military Classic FMJ WOLF Military Classic HP SP Barnaul FMJBT Barnaul SPBT Barnaul HPBT TULAMMO FMJ TULAMMO HP
Pouez ar vannadell 3.89 g (60.0 gr) 3.89 g (60.0 gr) 3.89 g (60.0 gr) 3.565 g (55.0 gr) 3.85 g (59.4 gr) 3.56 g (54.9 gr) 3.56 g (54.9 gr) 3.89 g (60.0 gr) 3.89 g (60.0 gr)
Tizh o vont e-maez V0 856.5 m/s (2,810 ft/s) 895 m/s (2,936 ft/s) 860 m/s (2,822 ft/s) 881 m/s (2,890 ft/s) 860 m/s (2,822 ft/s) 878 m/s (2,881 ft/s) 883 m/s (2,897 ft/s) 895 m/s (2,936 ft/s) 895 m/s (2,936 ft/s)
Energiezh o vont e-maez 1,427 J (1,053 ft⋅lbf) 1,558 J (1,149 ft⋅lbf) 1,439 J (1,061 ft⋅lbf) 1,384 J (1,021 ft⋅lbf) 1,424 J (1,050 ft⋅lbf) 1,372 J (1,012 ft⋅lbf) 1,388 J (1,024 ft⋅lbf) 1,558 J (1,149 ft⋅lbf) 1,558 J (1,149 ft⋅lbf)
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) STENG E., La cartouche de 5,45x39mm pour AK-74, Cibles n° 654, miz Kerzu 2024, pp. 36-42
  2. (en) BAKER Sinéad, American sniper in Ukraine says his unit prefers Soviet-era rifles because bullets are easier to find and can be taken from the Russians, war Yahoo! Insider, 22/04/2024 (lennet d'an 22/05/2024)
  3. (en) POPENKER Maxim, 5.45×39 7N6 7N10 7N22 7N24, Modern Firearms (lennet d'an 29/11/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan