AK-47
Evit implijoù all, gwelet Kalachnikov.
| Avtomat Kalachnikova 47 | |
|---|---|
Ur fuzuilh-arsailh AK-47 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
| Munision | 7,62 × 39 mm M43 |
| Ijiner | Mic'hail Kalachnikov |
| Mare produiñ | Abaoe 1947 |
| Meneger GRAU | 6P1 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 4,300 kg |
| Mas (karget) | 5,117 kg |
| Hirder | 870 mm |
| Hirder ar c'hanol | 415 mm |
| Hed-tenn pleustrek | Etre 200 ha 400 m |
| Tizh ar boledoù V0 | 710 m/s |
| Lusk-tennañ | 600 tenn/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv 30 kartouchenn (a-wechoù 40 pe 75 kartouchenn) |
| Adstummoù nesañ | |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An AK-47, e rusianeg Автомат Калашникова, Avtomat Kalachnikova [stumm] 1947, anavezet muioc'h dre an anv Kalachnikov, a zo ur fuzuilh-arsailh savet gant Mic'hail Kalachnikov e 1947. A-raok donedigezh an AK-74 er bloavezhioù 1970 e veze graet AK nemetken anezhi en anvadurezh soviedel.
Kambret eo er c'halibr 7,62 × 39 mm. E 1949 e oa bet lakaet da arm ofisiel al lu rusian ha da heul gant broioù Pakt Varsovia. Abalamour da levezon URSS eo bet implijet gant kalz a strolladoù dispac'hour, sponterien hag armeoù Stadoù er bed a-bezh. An arm-tan gwerzhet ar muiañ en Istor eo an AK-47 : etre 75[1] ha 100 milion a zo bet produet hervez ar mammennoù, met diaes eo gouzout an niver abalamour d'an niver uhel a skouerennoù savet dre guzh[2]. Marc'had-mat eo, aes da implijout, padus, ha ral eo e chomfe bout[3]. Savet eo bet evit bezañ implijet e endroioù lous pe start. An AK-47 hag he c'hopiennoù zo e-kreiz an trafikerezh armoù o tont eus broioù ar Balkanioù[4]. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe amprouet gant an Alamaned pimpatromoù Sturmgewehr 44, un arm aotomatek nevez kambret en ur munision berroc'h evit ar re a veze implijet betek-neuze. Bamet e voe renerien an URSS o welet un arm ken modern o tont war-wel. D'ar 15 a viz Gouere 1943, Komiserdi poblel an armañ a roas urzh da sevel un arm soviedel evit talañ d'al lañs a oa gant an Alamaned. Ur skipailh en e benn an ijinour N.M. Elizarov (Н.М. Елизаров) a voe karget d'ober war-dro ha da gavout un arm ken efedus ar buanañ ar gwellañ. Diorroet e voe ar c'hartouchennoù 7,62 × 39 mm evit an arm da zont. E 1944 e voe roet lañs d'ur genstrivadeg da grouiñ an arm-mañ.
Mic'hail Kalachnikov, ur bleiner kirri-houarnet soviedel, a oa krog da sevel armoù en e wele ospital goude bezañ bet gloazet da vare emgann Bryansk. E 1944 e kemeras perzh er genstrivadeg evit sevel an arm aotomatek nevez. Kinnig a reas e raktres fuzuilh met koll a reas a-enep Sergey Gavrilovitch Simonov hag e SKS-45.
Merzhet e voe memestra barregezhioù Kalachnikov hag anvet e voe da ijinour, e penn ur skipailh enklask war an armoù aotomatek. E fin ar bloavezh 1946 e oa savet pimpatromoù kentañ an AK-1. Un ezel eus ar skipailh, Aleksandr Zaitsev, a deuas a-benn da gendrec'hiñ Kalachnikov da simplaat e arm.
Pimpatromoù all (AK-2 hag AK-3) a voe savet ha peurechuet e miz Du 1947. E 1948 e krogas produerezh an AK-47 en embregerezh IJMACH, en uzin 524. E 1949 e voe lakaet da arm ofisiel al lu soviedel.
An AK-74 a gemeras he flas en arme soviedel adalek ar bloavezhioù 1970. War-dro 75 milion a skouerennoù eus an AK-47 zo bet produet betek hiziv en ur mod ofisiel[1].
Perzhioù teknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An AK-47 zo dezhi ur sistem tennata dre amprest gazoù dre biston. Boest he c'hulasenn zo e dir koaget : mestroniañ an doare-produiñ-mañ a oa nevez er bloavezhioù 1940. Ur golo fiñv zo war he c'hulasenn evit mirout anezhi da zegemer loustoni. Perzhioù all eus ar fuzuilhoù-arsailh modern en deus an arm, evel ur c'harger uhel e endalc'h (30 tenn) hag ur c'hanol berr a-walc'h (415 mm)[1].
Liamm gant ar Sturmgewehr 44
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Alaman Hugo Schmeisser, saver an MP 40 hag ar Sturmgewehr 44, a oa bet rediet da labourat evit Soviediz etre 1945 ha 1952. Kaset e oa bet da uzin Izhevsk, ha kenlabouret en doa gant Mic'hail Kalachnikov. Daoust d'ar pezh a lenner pe a glever a-wechoù, n'eo ket an AK-47 ur gopienn eus an Stg 44, daoust d'o stumm a c'hell seblant damheñvel ha d'an implij a reont eus kartouchennoù berr. Disheñvelderioù bras a gaver etre an daou arm :
- o sistem morailhañ ar gulasenn (o treiñ war an arm soviedel, dre ur c'hrog war an Stg 44) ;
- ar winterell a lak ar gulasenn da vont war an a-raok adarre a zo e-barzh lamm an Stg 44. Er voestad kulasenn emañ en AK-47.
- gwikefre an draen zo simploc'h war an arm soviedel ;
- stummoù kentañ an AK-47, a-raok ar stumm AKM, a oa savet o boestad-kulasenn e dir ijinennet. An Stg 44 a oa savet gant dir darsanket dreist-holl.

Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alies e vez keñveriet an AK-47 gant an M-16, arm enebourien stadunanat an URSS da vare ar Brezel Yen. E-kerzh brezel Viêt Nam dreist-holl ez eo bet an daou arm o talañ an eil ouzh egile.
- Arouez brezelioù dieubidigezh kalz pobloù er bed eo deuet an AK-47 da vezañ, en Afrika hag er broioù arab dreist-holl, etre ar bloavezhioù 1950 ha 1980. Adalek ar bloavezhioù 1990 eo cheñchet skeudenn an arm er mediaoù european ha norzhamerikan evit dont da vezañ arouez ar sponterezh islamour. E Frañs eo stag ivez abaoe ar bloavezhioù 2010 an AK-47 ouzh ar muntroù stag d'an trafikerezh drammoù e karterioù Marselha pe bannlevioù Pariz[5].
- Un AK-47 a gaver war bannieloù aozadurioù zo evel an Hezbollah. An arm a gaver ivez war banniel ar Mozambik.
- Er film Lord Of War embannet e 2005, a gont istor damwir un trafiker armoù, e weler kalz fuzuilhoù-arsailh AK-47. E digoradur ar film ec'h heulier savidigezh ur boled AK-47 eus an uzin betek an dachenn-emgann[6]. Ken marc'had-mat eo an AK-47 ma voe emsavoc'h da broduerien Lord Of War prenañ 3 000 arm gwirion eget prenañ reoù faos.
- Gellet a raed implijout an AK-47 e meur a c'hoari video, en o zouez er c'hoari digoust enlinenn Battlefield Play4free pa vezed gant ur renk soudard pe medisin.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Duncan Long, AK47: The Complete Kalashnikov Family of Assault Rifles, Paladin, 1988, 192 p., ISBN 978-0873644778
- (en) Gordon L. Rottman, The AK-47: Kalashnikov-series assault rifles, Osprey Publishing, 2011, 80 p., ISBN 9781849084611
- (en) Joe Poyer, The AK-47 and AK74 Kalashnikov Rifles and Their Variations, North Cape Publications, 2013, 200 p., ISBN 978-1882391417
- (en) Frank Iannamico, AK-47: The Grim Reaper, Chipotle Publishing, 2016, 1086 p., ISBN 978-0982391853
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, pp. 248-249
- ↑ (fr) Kalachnikov, l'inventeur du fusil le plus vendu au monde, est mort à 94 ans, e Jeune Afrique, 24/12/2013
- ↑ (fr) ACHARD Olivier, L'univers des fusils, Solar, 2002, p.76
- ↑ (fr) Trafic d'armes en France : la face cachée du crime, e La Croix, 11/06/2023
- ↑ Hervez ur studiadenn kaset gant Anaïs BENGUIGUI e 2014. Meneget gant Philippe BOULANGER e Géoplitiques et cultures Kalasnikov in Les Français et les armes à feu (fr), Maisonneuve & Larose, 2018, p. 351-363
- ↑ (en) Munutennoù kentañ Lord of War (gwelet d'ar 17/10/2024)