M16 (fuzuilh)

Eus Wikipedia
Eus al laez d'an traoñ :
M-16A1, M-16A2, M-16A3 ha M-16A4

An M16 eo ar fuzuilh-arsailh diazez hag implijetañ gant al lu amerikan. D'an deiz-ha-hiziv e vez implijet an M-16-A4. E 81 vro e vez implijet an M16.

Istor ar fuzuilh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luziet eo bet ganedigezh ar fuzuilh-arsailhargad M16.
Da zigentañ-holl ez eus anezhañ un adkemer eus ar fuzuilh AR-15 savet gant an embregerezh sevel armoù Armalite e 1958. Dre ma oa diampart a-galz an AR-15 e voe gwerzhet ar brevedoù gant Armalite d'an embregerezh sevel armoù Colt. An embregerezh-se a resevas un urzhiad a 8000 fuzuilh evit soudarded ar Strategic Air Command e 1960.

Servijoù ijin lu ar Stadoù-Unanet a c'houlennas 1000 anezho ouzhpenn e 1962, da vezañ kaset da lu Viêt Nam ar Su evit seveniñ un taol-arnod gwirion ha meur. An taol-se a zegasas nebeut a geloù mat, setu ma voe savet un urzhiad a 85000 XM16E1 e 1963 da derkañ troadegiezh al lu amerikan ha 19 000 M16 evit an aerlu.

Adal 1964 e voe degemeret en un doare ofisiel e oa an M16 da vezañ arm an aerlu amerikan, hag adal 1967 evit an droadegiezh. Colt a resevas e 1966 un urzhiad a 850 000 fuzuilh-arsailh M16.

Emgann e janglenn Vietnam a-dreñv ar soudard radio e genvreur gant un M-16

Tro-dro d'an M16[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keñveriet e vez alies, hag en un doare disprizius, an M16 gant an AK-47 rusian. Lavaret e vez e vefe bet kollet Brezel Viêt Nam dre wall an M-16, ar pezh a zo droch avat rak kollet eo bet brezel Afghanistan gant URSS daoust da implij an AK-47.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]