Brezel Afghanistan (2001-2021)
Rann eus | War on Terror, Afghan conflict, War against the Islamic State, bec'hioù goude soviedel |
---|---|
Anv ofisiel | Afghanistan Campaign |
Stad | Afghanistan |
Lec'h | Afghanistan |
Raklec'hiet gant | Afghan Civil War, Operation Infinite Justice |
Deiziad kregiñ | 7 Her 2001 |
Deiziad echuiñ | 30 Eos 2021 |
Abeg pennañ | Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 |
Brezel Afghanistan a zo bet ur brezel a badas eus ar bloaz 2001 betek 2021. Kroget e oa gant ur C'hengevread etrebroadel renet gant Stadoù-Unanet Amerika evit aloubiñ Afghanistan, freuzañ an emirelezh Taliban ha sevel ur republik islamek degemezret asantet etrebroadel tri bloaz war-lerc'h.
Echuet e oa ar brezel e 2021 goude un argadenn Taliban, a echuas gant freuzadenn ar republik islamek hag adsevel un Emirelezh islamek. Bet e oa bet ar brezel hirañ en istor Stadoù-Unanet Amerika, padet e oa 6 miz pelloc'h eget hini Vietnam (1955–1975).
Bilañs denel ar brezel a zo bet drastus. En holl ez eus bet etre 176 000 ha 212 000 den marvet. 46 319 trevour en o zouez. Ouzhpenn 5,7 milion a Afghaned a zo distroet en Afghanistan goude aloubadeg 2001, met pa oa distroet an Dalibaned er galloud e 2021, 2,6 milion a Afghaned a zo repuidi c'hoazh. E-tro 4 million anezho a zo tec'het d'an estren-vro.
Harp d'an dalibaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Russia hag Iran
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dres goude gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001, nerzhioù Iran, dreist-holl ar Gwarded reveulzier renet gant Qasem Soleimani o devoa sikouret SUA, dre guzh. Harpet o doa a-enep stourmerien Al-Qaeda a sikoure an Dalibaned. Echuet e oa ar sikour goude ar gomzadenn lesanvet The Axis of Evil a oa bet d'an 29 a viz Genver 2002. Er gomzadenn e oa bet graet eus Iran ur "Stad harper ar sponterezh hag ur riskl evit ar peoc'h er rann-vro". Goude-se nerzhioù lu Iran a oa bet muioc'h-muiañ enebet ouzh an nerzhioù stadunanat er rann-vro.