Qasem Soleimani

Eus Wikipedia
Qasem Soleimani en e unwisk soudard ha gant medalenn urzh Zolfaghar. Poltred Meurzh 2019.

Qasem Soleimani (perseg: قاسم سلیمانی‎), ganet d'an 11 a viz Meurzh 1957 hag aet da Anaon d'an 3 a viz Genver 2020, skrivet e anv ivez evel Qassem Suleimani pe Qassim Soleimani, a oa ur major jeneral iranat eus Korfad gwarded ar Reveulzi islamek hag, adalek 1998 betek e varv, penn uhelañ an Nerzhioù Al-Qods, skourr nerzhioù stourm en estrenvro ha kuzh Republik islamek Iran. Lazhet eo bet d'an 3 a viz Genver 2020, bombezet gant un dron brezel stadunanat[1]. Trouz bras zo savet gant Iran met ivez gant broioù all goude al lazhadenn. Erlec'hiet eo bet gant Esmail Ghaani e penn Nerzhioù Al-Qods.

Soleimani en deus kroget da vezañ soudard e-kerzh ar Brezel Iran-Irak er bloavezhioù 1980, betek tizhout penn an 41vet divizion. Goude-se e kemere perzh en oberiadurioù en estrenvro. Un nebeud eurvezhioù goude ma vefe bet beziet Qasem Soleimani d'ar 7 a viz Genver 2020 e voe bannet misiloù gant Iran war bazennoù gant soudarded stadunanat en Irak.

Qasem Soleimani enoret gant Urzh Zolfaghar gant Ali Khamenei

Implij er propaganda[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keñveriet eo bet ouzh Erwin Rommel, hag un implij bras a oa bet graet eus Qasem Soleimani e propaganda Republik Iran.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]