Al-Qaida
Deiziad krouiñ | 1988 ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | القاعدة ![]() |
Treuzskrivadur API | əlˈqaːʕɪda ![]() |
Designated as terrorist by | Stadoù-Unanet Amerika, Rusia ![]() |
Brezel | Afghanistan conflict, insurgency in Khyber Pakhtunkhwa ![]() |
Anvet diwar | Jihad ![]() |
Diazezer | Ousama ben Laden ![]() |
Office held by head of the organization | General Emir of Al-Qaeda ![]() |
Prezidant | Ayman al-Zawahiri, Ousama ben Laden ![]() |
Bro orin | Afghanistan ![]() |
Darvoud-alc'hwez | 1998 United States embassy bombings, 2000 millennium attack plots, Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 ![]() |
Awenet gant | Sayyid Qutb ![]() |
Rummad evit an izili | Category:Al-Qaeda members ![]() |

Al-Qaida (arabeg al-Qā'ida, « an Diazez ») a zo ul luskad islamour savet gant ar cheikh Abdullah Yusuf Azzam hag e ziskibl Ousama Bin Ladin e 1988. Dre ar sponterezh e klask lakaat e soñjoù da vont war-raok, hag an taol pennañ kaset da benn gantañ eo Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 a-enep ar World Trade Center e New York e miz Gwengolo 2001.
Goude marv Ousama ben Laden e 2011, an aozadur a zo bet suj d'ab ejipsian Ayman al-Zawahiri.
Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennaenn Al-Qaida a zo krezennadur an urzhioù, padal e vez aotreet frankiz a-fed oberiantizoù. Goude mare ar War on Terror, pennoù meur an aozadur Al-Qaida a zo bet troc'het diouzh an izili all. Evit talañ ouzh ar gudenn arvarus-se eo bet digreizennet ar c'huzul-meur. Lakaet eo bet da dalvezout un aozadur nevez diazezet war rann-vroioù meret gant strolladoù al-Qaida. Evit darn arbennigourien ar sponterezh n'eo ket gwir ez eo mestr pennoù an aozadur war an holl izili hag an holl liveoù urzhiañ. Bin Laden a oa ur mestr evit ar mennozhioù hag an embann anezho war-zu ar vuzulmaned all troet d'ar feulster a-raok ma vefe lazhet. Evit an arbennigourien ez eo bet rannet al-Qaida e meur a skourr lec'hel, hag ar strolladoù-se n'int ket liammet kement-se kenetrezo.