Brezel Irak

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Oberiadur brezel Iraqi Freedom
Tamm eus War on Terror
Iraq War montage.png

Skeudennoù adal an a-us: Soudarded SUA e lec'h kuzhañ Uday Hussein ha Qusay Hussein; emsaverien e norzh Irak; un emsaver irakian o tennañ gant ur MANPADS; freuz delwenn Saddam Hussein e Firdos Square
Deiziad: 20 a viz Meurzh 200318 a viz Kerzu 2011

(8 bloaz, 8 miz ha 28 devezh)

Lec'h: Irak
Disoc'h: Trec'h ebet dre emled ar feulster war Irak a-bezh ha savidigezh ar Stad Islamek goude lorc'h SUA hag e gevredidi
Tiriad changes:Irak
Emgannerien
Flag of the United States.svg SUA
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet
Flag of Australia (converted).svg Aostralia
Flag of Poland.svg Pologn
Flag of Kurdistan.svg Peshmerga
Irak Baath
Pennoù-brezel
Flag of the United States.svg George Walker Bush
Flag of the United States.svg Barack Obama
Flag of the United States.svg David Petraeus
Flag of the United Kingdom.svg Tony Blair
Flag of the United Kingdom.svg Gordon Brown
Flag of the United Kingdom.svg David Cameron
Flag of Poland.svg Aleksander Kwaśniewski
Flag of the Ba'ath Party.svg Saddam Hussein
Flag of the Ba'ath Party.svg Izzat Ibrahim ad-Douri

Oberiadur brezel Iraqi Freedom pe Aloubadeg Irak pe c'hoazh Dieubidigezh Irak a vez graet eus ar brezel en Irak gant ar Stadoù-Unanet hag e harperien a-enep gouarnamant Saddam Hussein. Lodenn gentañ ar brezel a vez graet Aloubadeg Irak o welet lu ha gouarnamant Irak trechet gant an alouberien. Siwazh dezho kenderc'hel a raio ar brezel ur wech trec'het ar vro reizh gant emsaverien a-bep seurt o talañ ouzh dalc'hidigezh ar vro. Memes ur wech lakaet e-plas ur gouarnamant da c'hortoz e kendalc'ho ar brezel o welet muioc'h-mui ar vro o vezañ rannet dre ar relijion. Istimet e vez etre 151 000 betek 600 000 pe muioc'h an niver a irakian bet lazhet e-pad an 3 pe 4 bloavezh brezel kentañ. Ar Stadoù-Unanet a guitaas ar vro e 2011 met a voe rediet da zont en-dro er bloavezh 2014 e-penn ur gevredad nevez evit klask lkaat un harz d'an emsavadegoù lies o freuziñ Irak.

Lesanvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lesanvioù a-bep seurt a zo bet d'ar brezel-se: Second Gulf War, Gulf War II, pe Gulf War 2. Hervez ar selloù politikel e vez lesanvet dieubidigezh pe aloubadeg Irak. O c'houzout e oa bet livet gevier gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet evit kendrec'hiñ ar brasañ niver a vroioù evit aotreañ anezho da dagañ ar vro e 2003, ha goude-se da zont e o gevredad e oa savet ur sell kizidig war ar brezel-se. A-feur ma teuas war-wel ne oa ket bet Saddam Hussein kablus da vezañ penn da Gwalldaolioù ramzel e New-York hag e Washington. Ouzhpenn-se an niver a irakianed bet lazhet e-pad ha goude an aloubadeg, kemmesket gant kresk an nerzhioù islamisted ha freuz ar vro a lakaas ur sell fall war ar brezel betek e-touezh renkoù ar soudarded Amerikan.

Kartenn Siria hag Irak bloavezh 2014. Nerzhioù milourel ha perc'henniezh douaroù:
  • ██ Perc'hennet gant Gouarnamant Irak
  • ██ Perc'hennet gant ar Stad Islamek
  • ██ Perc'hennet gant ar Kurded Irak
  • ██ Perc'hennet gant Gouarnamant Siria
  • ██ Perc'hennet gant Emsaverien Siria
  • ██ Perc'hennet gant Kurded Siria