Barack Obama

Eus Wikipedia
Poltred ofisiel ar prezidant Barack Obama (2009)

Barack Hussein Obama II (distaget /bəˈɹɑːk oʊˈbɑːmə/), bet ganet d'ar 4 a viz Eost 1961 e Honolulu, zo ur politikour eus ar Stadoù-Unanet, a voe 44vet prezidant ar vro-se.

Genidik e oa e dad du eus Kenya hag e vamm wenn eus Kansas, sellet e vez outañ evel prezidant afroamerikan kentañ SUA eta. Studioù en deus graet e Skol-veur Columbia hag e Skol-veur Harvard. Da senedour e oa bet dilennet e stad Illinois er bloaz 2005, hag eñ an hini yaouankañ eus holl senedourien ar vro.

Ezel eo eus ar Strollad demokrat, hag e oa aet war ar renk evit dont da vezañ danvez-prezidant an demokrated evit dilennadeg prezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2008.
Gounezet en doa war Hillary Clinton evit bezañ danvez-prezidant ar strollad demokrat. D'ar 4 a viz Du 2008 e voe trec'h war John McCain (republikan), ha dilennet e voe da brezidant Stadoù Unanet Amerika. D'an 20 a viz Genver 2009 e voe e-karg. Addilennet e voe d'ar 6 a viz Du 2012 evit un eil prantad pevar bloaz, a-enep ar republikan Mitt Romney.

Bugaleaj ha studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dad, Barack Obama Senior, a oa un ekonomour hag ur politikour eus Kenya, bet ganet e 1936 ha marvet e 1982 en ur gwallzarvoud karr-tan en Afrika. E dad-kozh a-berzh e dad a oa Hussein Onyango Obama (1895-1979), diwar-se e eil anv-bihan.

Savet e oa bet e dad en un endro muzulman met dizoue e oa.

E vamm a oa Stanley Ann Dunham (1942-1995), ur vaouez wenn anezhi. Savet en un endro kristen, met agnostik e oa-hi. Diwar ur c'hrign-bev eo marvet.

Desavet eo bet Barack Junior gant e dud-kozh a-berzh mamm. Torret e voe dimeziñ e dud e 1964, ha Barack n'en deus gwelet e dad nemet ur wech en e vuhez, d'an oad a zek vloaz.

E 1965 ec'h addimezas e vamm gant un den eus Indonezia, bevañ a reas Barack eno ganto e-pad 4 bloaz. Un hanterc'hoar en deus bet, Maya Soetoro. Kelennerez eo-hi bremañ e Hawaii. E vamm-gozh a-berzh-mamm a oa aet da Anaon dres a-raok na vije aet an trec’h gant he mab-bihan d'an dilennadegoù prezidant.

Goude mont kuit eus ar skol e reas studioù uhel adalek 1979. Mont a reas da Skol-Veur Columbia (e kêr New York) ma tapas un testeni war ar skiantoù politikel hag arbennik war an darempredoù etrebroadel e 1983.

Tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo Barack Obama gant Michelle Obama abaoe 1992. Gwiraourez eo bet.
Div verc'h zo dezho, Malia Ann, bet ganet e 1998, ha Natasha ("Sasha"), bet ganet e 2001. Bevañ a raent e Chicago kent mont da chom d'an Ti Gwenn.

A-raok dont da brezidant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a reas da vezañ senedour Illinois eus 1997 da 2004, ha senedour er C’hongres amerikan eus 2005 da 2008.

Amzervezh prezidant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fall e oa stad an ekonomiezh pa oa bet anvet da Brezidant goude George Walker Bush. Goulennet en deus digant ar C'hongres ur sammad dreistordinal a 787 000 000 000 a zollaroù evit klask lakaat un termen da giladenn an ekonomiezh. Graet eo bet ar Stimulus Bill eus ar raktres-se gantañ. Degaset en deus arc'hant ivez d'ar bankoù ha d'ar c'hompagnunezhioù sevel kirri.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)