John McCain
John Sidney McCain III, ganet d'an 29 a viz Eost 1936 ha marvet d'ar 25 a viz Eost 2018, graet en deus brezel ar Viêt Nam, ur politikour amerikan e oa (ezel eus ar strollad republikan).
Senedour eo bet en Arizona adalek 1987, addilennet e 1992, 1998 ha 2004 betek e varv e 2018.
E relijion a zo Protestant.
War ar renk e oa bet evit an dilennadegoù prezidant e Stadoù Unanet Amerika er caucus 2008.
Danvez prezidant e oa evit ar strollad republikan, a enep da Barack Obama (ha dek den all). An dilennadegoù a oa bet d'ar meurzh 4 a viz Du 2008.
Kavet e oa bet ur glioblastom dezhañ e 2017, ur c'hrign-bev tagus eus an empenn. Marvet eo d'ar 25 a viz Eost 2018 e Cornville e Arizona, nebeut devezhioù a-raok tizhout 82 vloaz.