Andrew Jackson

Eus Wikipedia
Poltred Andrew Jackson

Andrew Jackson a zo bet seizhvet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika etre 1829 ha 1837.

Ganet e voe e 1767 e Waxhaw, e South Carolina. E 1796 e voe dilennet da ezel e Kendalc'h ar Stadoù Unanet. Met en arme eo e teuas brud dezhañ, evel jeneral : trec'h e voe an arme stadunanat, renet gantañ, war hini Breizh-Veur en Emgann Orleañs Nevez e 1812 ; e 1817 e voe aloubet Florida gant e soudarded ha skarzhet ar Spagnoled alese ; hag er bloavezhioù 1820 ha 1830 e reas brezel ouzh an Amerindianed evit skarzhañ anezho eus douaroù reter ar Stadoù Unanet ha kas anezho en tu all d'ar Mississippi. Meur a zek mil Indian a voe lazhet e-pad ar brezelioù-se, en emgannoù pe e kampoù-bac'h ha meur a zek mil all a voe skarzhet eus o douaroù da vont da Oklahoma ha da lezel plas d'ar re wenn. "Kontell Lemm" e voe lesanvet Jackson gant an Indianed, en abeg d'e grizder. Hiziv an deiz c'hoazh ez eus Amerindianed a nac'h implij ar bilhedoù 20 dollar, abalamour ma weler penn Andrew Jackson warno.

Eus 1821 da 1823 e oa gouarnour Florida hag e 1823 e voe dilennet da senedour. Dilennet e voe da brezidant ar Stadoù Unanet e dibenn 1828, hag an Demokrat kentañ e voe o vezañ anvet da brezidant.

Mervel a reas e 1845 e Nashville, e Tennessee, d'an oad a 78 vloaz.

Ur bilhed 20 dollar



Flag of the United States.svg Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789 Great Seal of the United States (obverse).svg
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)