Donald Trump
- Ur bajenn Familh Donald Trump a zo ivez
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Donald Trump |
Anv ganedigezh | Donald John Trump |
Anv-bihan | Donald, John |
Anv-familh | Trump |
Lesanv | John Barron, John Miller, The Donald, David Dennison |
Deiziad ganedigezh | 14 Mez 1946 |
Lec'h ganedigezh | Jamaica Hospital Medical Center |
Tad | Fred Trump |
Mamm | Mary Anne MacLeod |
Breur pe c'hoar | Maryanne Trump Barry, Fred Trump Jr., Robert Trump, Elizabeth Trump Grau |
Pried | Melania Trump |
Bugel | Donald Trump Jr., Ivanka Trump, Eric Trump, Tiffany Trump, Barron Trump |
Familh | Familh Trump |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Place of detention | Fulton County Jail |
Kondaonet evit | falsifying business records |
Tachenn labour | real property, gouarnamant, television production, Politikerezh, Kenwerzh |
Karg | President-elect of the United States |
Bet war ar studi e | Fordham University, The Wharton School, The Kew-Forest School, New York Military Academy, University of Pennsylvania |
Diplom skol-veur | Bachelor of Science |
Lec'h annez | Mar-a-Lago |
Lec'h labour | New York, Washington D.C. |
Affiliation string | Office of the President of the United States, President of the United States of America |
Strollad politikel | Strollad Republikan |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2016 United States presidential election, Dilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika 2020, 2020 Republican Party presidential primaries, 2024 United States presidential election |
Strollad etnek | White Americans |
Relijion | Nondenominational Christianity |
Liv an daoulagad | glas |
Liv ar blev | blev melen |
Kleñved | COVID-19 |
Sport | golf |
Handedness | dehouiad |
List of works | bibliography of Donald Trump |
Filmography | filmlennadur Donald Trump |
Oberenn heverk | Trump: The Art of the Deal, Crippled America, The Apprentice |
Ezel eus | The World's Billionaires, SAG-AFTRA, The Trump Organization |
Tachenn | paotr |
Bet kinniget evit | Primetime Emmy Award for Outstanding Reality-Competition Program, Primetime Emmy Award for Outstanding Reality-Competition Program, Golden Raspberry Award for Worst Supporting Actor, Golden Raspberry Award for Worst New Star |
Lec'hienn ofisiel | https://donaldjtrump.com |
Blog ofisiel | https://www.donaldjtrump.com/desk, https://www.donaldjtrump.com/news |
Deskrivet en URL | https://www.whitehouse.gov/administration/president-trump |
Hashtag | trump, donald_trump, donald-trump |
Subject has role | billionaire |
Kementad fizikel muzuliet | dorn |
Hairstyle / hairlength | comb over |
Personal library at | Donald J. Trump Presidential Library |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Catchphrase | You're fired!, Make America great again, America first |
Personal pronoun | L485 |
Tikedenn Stack Exchange | https://politics.stackexchange.com/tags/donald-trump |
Roll elfennoù | list of nicknames used by Donald Trump |
Disklêriadur dre ar munud e | false or misleading statements by Donald Trump |
Donald John Trump (*New York, 14 a viz Even 1946) zo un den a aferioù stadunanat ha 45vet/47vet prezidant SUA. Ezel eo eus ar Republican Party, danvez kannad ar strollad war ar renk e voe evit an dilennadegoù 2016.
En desped d'ur bersonelezh divoutin e bed politikel ar vro hag ur sell hollek dispi war e drec'h, e trec'has memestra war Hillary Clinton en dilennadeg veur d'an 8 a viz Du 2016. Oadet a 70 vloaz, bet eo bet ar prezidant koshañ ha pinvidikañ en istor ar vro. D'an 20 a viz Genver 2017 e voe kadoriet 45vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
Donald J. Trump zo prezidant The Trump Organization, un aozadur karget da verañ e embregerezhioù glad kement hag e embregerezhioù liesstumm all. Disklêriet en doa e tilezje ar garg-se ma vefe dilennet. E-korf e vuhez micherel, en devoa lakaet sevel tourioù-bras burevioù, pretioù, kazinoioù, tachennoù golf ha savadurioù all a-leizh dre ar bed holl.
E-kerzh kontañ votoù an dilennidi d'ar 6 a viz Genver 2021, en doa goulennet digant e harperien feal ha trelatet, ha treuzwisket, bale asambles war-zu ar C'hapitol. A-benn ar fin e oant deuet-e-barzh armet pounner ha rediañ izili ar C'hongress da derc'hout, da-heul e oa marvet pemp den.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet oa al lampon d'ar 14 a viz Even 1946, er Jamaica Estates, Queens, ur c'harter eus New York City. Bez ez eo an eil bugel yaouankañ a-ziwar pemp. Diwar ar breudeur ha c'hoarezed ne chom nemet tri hag a zo bev c'hoazh : Maryanne, Elizabeth ha Robert. Breur henañ Trump, Fred Jr., a varvas e 1981 abalamour d'an alkoolegezh, pezh a reas da zDonald disklêriañ e oa pennkaoz d'ar fed ma ne eve ket ha na vutune ket. Trump en deus orinoù german diouzh tu e dad ha re skosat diouzh hini e vamm ; ar pevar den-kozh zo a orin eus Europa ha bet ganet war an tir eno.
Skoliata
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne oa ket paotr ar skol pa oa yaouank, ur penn-kleiz anezhañ ; anzavet en dije e oa spontus gant ar gelennerien. Korn ar c'hlas a oa lesanvet DT dre ma veze kaset alies eno, e pinijenn. Dre ma veze beg bras ha dichek betek re e voe kaset gant e dad d'ur skol-soudard, evit sterniañ ar c'hille. Dont a reas a-benn da gavout e hent eno ha da vezañ brudet-mat dre e gamaraded skol. Unan anezho nefe disklêriet dezhañ « dont a ri da vezañ prezidant ! » ha Trump nefe respontet dezhañ "e c'hoantae kas un dra veur da benn".
Yaouankiz ar chanterioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech echuet gant ar skol-soudarded strizh, e c'hae Donald gant e dad war chanterioù meur embregerezh ar familh ; alies e veze eno o komz hag o vevañ e-mesk ar vicherourien vunut, ar pezh a voe un elfenn diazez evit e vuhez politikel da c'houde.
Selloù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trump a vez skeudennet alies gant selloù pe kredennoù politikel hebleg hag hedro azas diouzh an ezhomm. Ar gazetenn Politico he devoa e zeskrivet o kaout diazezoù politikel "eclectic, improvisational and often contradictory" (liesseurt, primsavet ha dislavarus alies). Bet e oa bet o fiñval a strollad da strollad e-pad e vuhez betek bezañ kannad d'ar Reform Party hag emezelet en Strollad Demokratel. An diazezoù politikel neus cheñchet zo liesarvez evel an hini war an taosoù, ar sioc'haniñ, pe plas ar gouarnamant da geñver ar vezegiezh.
Make America great again
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al lugan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spilhenn Ronald Reagan e 1980 | |
Pegsun Donald Trump e 2016 |
Lugan Donald Trump evit dilennadegoù kannaded ar Republican Party kement hag evit dilennadeg prezidant 2016 a oa Make America Great Again ("Grit amerika meur adarre") ; damheñvel eo al lugan-se ouzh an hini a oa bet implijet e-doug kampagn Ronald Reagan e 1980. Evitañ pal al lugan a oa lakaat war-raok stad truezus ar vro ha penaos e c'hoantae-eñ adsevel brud ha nerzh d'ar Stadoù Unanet Amerika. Ni ar vofed digemplez a vo loc'hus hepmuiken.
Mennozhioù politikel 2015-2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]SUA dipitus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Donald Trump en deus desachet selloù dipitet ar bed war stad mantrus ar Stadoù-Unanet Amerika dre dagañ an emglevioù etrebroadel (North American Free Trade Agreement pe NAFTA, emglevioù an eskemmoù frank...) kablus hervezañ da vezañ rivinet ar vro ha stlapet ar vicherourien en dilabour a-yoc'h pe er straedoù.
Enep Establishment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus pennaennoù Donald Trump a oa stourm a-enep d'an Establishment : an dud pinvidik galloud ganto a vefe mistri war ar vro, o laerezh pe o vougañ pobl vunut Amerika. E-touez ar re-se e kaver pennoù ar Strollad Republikan, pennoù ar strollad Demokratel, ar gazetennerien gwerzhet d'an establishment, an dud a aferioù hag an tiez-eskemm. A-enep an holl vouc'hizien, staliet mat-se e lakaas war-raok al lugan Taking back our Country ("Oc'h adkemer hor bro").
Mennozhioù sokial
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad kampagn dilennadegoù 2016 e oa tuet kalz Donald Trump gant e verc'h Ivanka Trump hag a zegasas dezhañ abegoù denelour evel arguzennoù (Child care, ober war-dro ar vugale). Tamm-ha-tamm e lakaas ar verc'h he zad da cheñch ali war dodennoù sokial ha tomm d'an Amerikaned vunut.
Ivanka Trump he doa stourmet abaoe ar bloavezh 2014 evit habaskaat sell he zad war an dizingalded etre goproù ar maouezed ha re ar wazed. Bountet he doa war he zad evit reiñ brud ha harp d'ar maouezed a felle dezho mont etrezek penn an aozadurioù pe embregerezhioù. A-zivout ar mennad-se e tisklêrias I believe my father will take giant leaps to change that, he's somebody who walks the walk ("Me 'gred din e raio ma zad kammedoù bras evit kemmañ kement-se, eñ zo den da vont betek penn an hent").
Un doare dichek da gomz ouzh ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus diazezoù politikel Donald Trump eo ar frankiz da embann ar pezh a fell dezhañ ha pa fell dezhañ. Evel-se e oa bet tapet alies e-kerzh kampagn kannaded ar Strollad Republikan kement hag e-pad kampagn an dilennadegoù 2016 evit komzoù feuls, rok, gouennelour pe enep-maouezed.
Komzoù Donald a blij kement d'an dud vunut ha d'an dud aet fae gant pezh a anvont the politicaly correct (ar sevended politikel). Evit an ao Donald Trump, anadenn chom seven er politikerezh zo ur redien bet degaset gant an establishment (tud gouarnamant Washington, tud an Democratic Party...) hervezañ gant ar pal difenn ouzh an dud da embann o soñjoù pe degas cheñchamantoù gwirion. Pell ganti ez eas dre ar bennaenn-se betek kunujenniñ Hillary Clinton war-eeun pe gouarnamant ar Stadoù-Unanet.
Mennad ar Self-made man
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Donald e voe implijet kalz ar rakskeudenn-se e-pad kampagn dilennadegoù 2016 hini ar Self-made Man hag a oa dija e hini abaoe e yaouankiz. Implijet oa bet ar skeudenn-se evit klask magañ spi en-dro d'ar voterien, evel-hen e c'helfent reiñ lañs en-dro da ekonomiezh Amerika gant pep hinienn, ur wech lakaet e-penn ar vro.
Program politikel 2017
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Donald Trump zo bet rediet da zisplegañ sklaeroc'h ar pezh en devoa c'hoant da ober pa vefe dilennet da brezidant ar Stadoù-Unanet. M'eo chomet peuzheñvel darn vrashañ e vennozhioù evit pezh a denn d'ar (sioc'hanañ, enbarzhidi..), evit ul lodenn all int kemmet pe emdroet avat, betek treiñ a-du gant an dimeziñ heñvelreizhidi. Reiñ lañs da chanterioù bras pe digreskiñ an taosoù, uhellaaat live moger etre Bro Meksik ha SUA setu mennozhioù diazez ar program.
Politikerezh etrebroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pal pennañ Donald oa daskor galloud en-dro d'ar SUA evel a-gent hogen hep kemer perzh e brezelioù ar bed. Goulennet noa digant Europa ma vefe barrek da sammañ ar c'hiriegezh d'en em zifenn e-unan, en ur bostañ kementadoù arc'hant uhelloc'h en difenn brezel. Goulennet noa digant e guzulierien milourel penaos ober evit diskar ar buanañ posupl, ar Stad Islamek. Evit Siria da vihanañ noa disklêriet e rankje ar SUA kenlabourat tostoc'h gant Rusia Vladimir Poutin.
Politikerezh Trump da geñver Iran zo bet unan reut. Ar feur-emglev a oa bet sinet da geñver an nukleel a oa bet torret. Goulennet en doa ivez ma vefe lakaet kastizoù strisoc'h war ar vro.
Mec'hiko
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad kampagn an dilennagoù stadunanat e oa bet embannet sklaer gant Donald e felle dezhañ talañ ouzh an enbroerezh direizh. Soñj pennañ e gomzoù a oa Mec'hiko. Fellout a rae dezhañ lakaat sevel ur voger war an harzoù etre an div vro. Al lugan Built the wall ("Savit ar voger") a veze klevet e genoù harperien feal Donald Trump a-raok, hag abaoe, m'eo bet dilennet da brezidant. D'ar 5 a viz Ebrel 2018 en doa gourc'hemennet d'ar Gwarda broadel stadunanat mont etrezek an harzoù, da c'hortoz ma vefe echuet sevel ur voger[1].
Goude an dilennadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa bet dilennet Donald e oa 45vet prezidant Stadoù Unanet Amerika, raktal e oa ur santimant mesket a etlamm hag a spont evit kalzig a gazetennerien pe dielfennerien politikel koulz evit pennoù an Democratic Party.
Whitelash
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit Van Jones eo e-kerz un abadenn tabut war ar skinwel evit dielfennañ votadeg 2016 war CNN d'an 8 a viz Du 2016 e vije c'hoarvezet ur whitelash, pezh a sikouras Trump bout dilennet.
Hervezañ, dilennadeg Donald Trump a c'heller displega gant an dud wenn aet poazh gant pouez brasoc'h-brasañ lobioù ar minorelezhioù en o c'heñver er gevredigezh amerikan ha reiñ ur flac'had dezho, goude ur brezidant du.
This was a whitelash against a changing country. It was a whitelash against a black president, in part, and that's the part where the pain comes. And Donald Trump has a responsibility tonight to come out and reassure people that he is going to be the president of all the people who he insulted and offended and brushed aside."
Manifestadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Manifestadegoù zo bet e lod kêrioù bras en Amerika evit enebiñ ouzh dilennadeg Donald Trump ; un hashtag "Notmypresident" oa bet krouet. E-touez ar vanifesterien oa ar ganerez Cher. Rudy Giuliani, a-du-krenn gant Donald Trump, a respontas dre geñveriañ ar vanifesterien ouzh babigoù moumounet[2].
"We're bringing up a generation of spoiled crybabies [...] most of the kids aren't crying. Most of the kids are going to class.""
Fin e respetad brezidant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 7 a viz Du 2020 ec'h embannas an ajañs Associated Press, ha da heul gant ar mediaioù bras stadunanat, e oa trec'h Joe Biden, an danvez prezidant demokrat, war Donald Trump. Ne asantas ket Donald Trump ar wirvoud nevez se. Trec'h Joe Biden, a c'heller displegañ hervezañ abalamour m'eo bet laeret an dilennadegoù gant an druchourien[3] Embann a reas e oa aet ar maout gantañ ha kroget oa gant e skipailh da sevel klemmoù a-bep seurt.
Tabutoù a-bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tabutoù a-bep seurt tro-dro d'ar prezidant Donald Trump.
Tabutoù reizhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies e tifluk komzoù macho en e veg. Ouzhpenn-se ez eus bet douget klemm outañ gant maouezed meur a-wech, en abeg d'e dagadennoù reizhel. An aktourez pornografek Stormy Daniels zo bet paeet 130 000 $ gant Michael Cohen, alvokad personel ar prezidant, evit tevel pa oa-hi o lakaat war-raok darempredoù reizhel bet gant Donald Trump er bloaz 2006 pa oa hemañ dimezet dija gant ar First Lady, Melania Trump[4].
An afer rusian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rebechet e vez da Zonald Trump ha d'e harperien ar fed o dije resevet harp digant Rusia evit erruout er galloud, dreist-holl evit pezh a denn d'ar rouedadoù sokial. Digoret zo bet un enklask justis evit gouzout hag-eñ e oa bet ul liamm etre gouarnamant Rusia ha skipailh dilennadegoù Trump. A-benn ar fin ar gont n'eo ket bet prouet e oa kablus Donald Trump evit e liammoù gant Rusia[5].
Red an armoù-tan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan respetad Donald Trump ez eus bet stadet meur a lazhadeg (evel hini Las Vegas) dre armoù-tan. Rebechet e vez dezhañ e vije bet harpet gant arc'hant rouedad an armoù gant 30 milion a zollaroù profet gant an NRA e-pad ar c'hampagn.
Dilennadeg 2020
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aloubadeg ar C'hapitol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 6 a viz Genver 2021, d'an ampoent ma oa an dilennidi o kontañ, niver an dileuridi bet dilennet evit choaz an danvez prezidant, en doa aozet Trump ur brezegenn dirak ar C'hapitol. Kemenn a reas d'an arvesterien e oa bet trafiket an dilennadeg, ha laeret an demokratelez hag e oa mallus bras adkemer ar vro "take back our country" en ur ziskouez startijenn yac'h ar bobl ha "fight like hell."
Ur strollad kompozet a vilieroù a harperien, lod anezho armet, a oa bet o vale etrezek ar savadur kapitol. Lakaet e oa bet un ehan ganto da vreutadeg dileuridi ar sall vras , er c'hapitol hag e oant trumm skampet kuit. Kantadoù a dud a oa aet e-barzh er C'hapitol. E-kerz an aloubadeg en doa embannet Donald Trump kemenadennoù war Twitter ha Facebook evel: "distroit d'ar gêr karantez ennoc'h hag hegarat", hogen o komz eus an alouberien evel "brogarourien blijus hag ampart" ha tud "ispisial-tre", gant kemennadennoù all oc'h embann e oa bet laeret an dilennadenn. Ur wech aet an alouberien kuit diouzh ar C'hapitol, e oa distroet goustadig izilli ar C'hongress hag o doa kadarnaet dilennadenn Joe Biden. Filmet e oa bet an aloubadeg war-eeun ha skignet war ar rouedadoù sokial. Sabatuet hag estonnet e oa bet an arvesterien gant kement-mañ. Feuket e oa bet darn eus pennoù bras ar bed. Pennoù bras ar Strollad Demokrat o doa galvet Trump da vezañ skarzhet diouzh e bost. En holl e oa bet marvet pemp den:
- Brian D. Sicknick, 42: un ofiser polis eus ar C'hapitol
- Ashli Elizabeth Babbitt, 35: Haperez Trump, ez-soudardez
- Rosanne Boyland, 34
- Georgia; Kevin Greeson, 55
- Benjamin Philips, 50
Dilennadeg 2024
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Taol-arnod drouklazh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’an 13 a viz Gouere 2024 e klaskas un den a 20 vloaz anvet Thomas Matthew Crooks lazhañ Trump gant ur fuzuilh AR-15 e deroù un emvod. Ne zeuas ket a-benn met gloazet e voe skouarn dehoù Trump ha mervel a reas un den en emvod, gloazet e voe daou zen all. Lazhet e voe Crooks gant ar servij surentez (Secret Service)[6].
Dielfennañ radio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Art of the Deal (1987), skrivet gant harp Tony Schwartz, ISBN 978-0-345-47917-4
- Surviving at the Top (1990), ISBN 978-0-394-57597-1
- The Art of Survival (1991), ISBN 978-0-446-36209-2
- The Art of the Comeback (1997), skrivet gant harp Kate Bohner, ISBN 978-0-8129-2964-5
- The America We Deserve (2000), skrivet gant harp Dave Shiflett, ISBN 1-58063-131-2
- How to Get Rich (2004), ISBN 978-0-345-48103-0
- The Way to the Top: The Best Business Advice I Ever Received (2004), ISBN 978-1-4000-5016-1
- Think Like a Billionaire: Everything You Need to Know About Success, Real Estate, and Life (2004), ISBN 978-0-345-48140-5
- The Best Golf Advice I Ever Received (2005), ISBN 978-0-307-20999-3
- Why We Want You to be Rich: Two Men – One Message (2006), skrivet gant harp Robert Kiyosaki, ISBN 978-1-933914-02-2
- Think Big and Kick Ass in Business and Life (2007), skrivet gant harp Bill Zanker, ISBN 978-0-06-154783-6
- The Best Real Estate Advice I Ever Received: 100 Top Experts Share Their Strategies (2007), ISBN 978-1-4016-0255-0
- Trump 101: The Way to Success (2007), ISBN 978-0-470-04710-1
- Never Give Up: How I Turned My Biggest Challenges into Success (2008), ISBN 978-0-470-19084-5
- Think Like a Champion: An Informal Education in Business and Life (2009), ISBN 978-0-7624-3856-3
- Midas Touch: Why Some Entrepreneurs Get Rich – and Why Most Don't (2011), skrivet gant harp Robert T. Kiyosaki, ISBN 978-1-61268-095-8
- Time to Get Tough: Making America No. 1 Again (2011), ISBN 978-1-59698-773-9
- Crippled America: How to Make America Great Again (2015), ISBN 978-1-5011-3796-9
- Great Again: How to Fix Our Crippled America (2016), ISBN 978-1-5011-3800-3
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Gouloù Gwenn n°12, c'hwevrer 2021 : Un den amerikan-tre : Donald J. Trump. ISSN 2677-5271.
- Barrett, Wayne. Trump: The Deals and the Downfall. HarperCollins, 1992. ISBN 978-0060167042.
- Blair, Gwenda. Donald Trump: The Candidate. Simon & Schuster, 2007. ISBN 978-1416546542.
- Brallier, Jess and McDonough, Richard. The Really, Really Classy Donald Trump Quiz Book: Complete, Unauthorized, Fantastic – and the Best!! Little, Brown and Company, 1990. ISBN 978-0316106085.
- Bronson, Richard et al. The War at the Shore: Donald Trump, Steve Wynn, and the Epic Battle to Save Atlantic City. The Overlook Press, 2012. ISBN 978-1468300468.
- D'Antonio, Michael. Never Enough: Donald Trump and the Pursuit of Success. Thomas Dunne Books, 2015. ISBN 978-1250042385.
- The Truth About Trump. St. Martin's Press, 2016. ISBN 978-1250105288.
- Ewen, David. Chasing Paradise: Donald Trump and the Battle for the World's Greatest Golf Course. Black & White Publishing, 2010. ISBN 978-1845023119.
- Hurt, Harry. Lost Tycoon: The Many Lives of Donald J. Trump. W. W. Norton & Company, 1993. ISBN 978-0393030297.
- Katz, Jackson. Man enough?: Donald Trump, Hillary Clinton, and the Politics of Presidential Masculinity. Interlink Publishing, 2016. ISBN 978-1566560832.
- Johnston, David Cay. "The Making of Donald Trump" Melville House Publishing 2016. ISBN 978-1612196329
- Lord, Jeffrey. What America Needs: The Case for Trump. Regnery Publishing, 2016. ISBN 978-1621575238.
- O'Brien, Timothy. TrumpNation: The Art of Being The Donald. Warner Books, 2005. ISBN 978-0446578547.
- O'Donnell, John and Rutherford, James. Trumped!: The Inside Story of the Real Donald Trump – His Cunning Rise and Spectacular Fall. Simon & Schuster, 1991. ISBN 978-0671737351.
- Payment, Simone. Donald Trump: Profile of a Real Estate Tycoon. Rosen Publishing, 2007. ISBN 978-1404219090.
- Rall, Ted. Trump: A Graphic Biography. Seven Stories Press, 2016. ISBN 978-1609807580.
- Ross, George. Trump-Style Negotiation: Powerful Strategies and Tactics for Mastering Every Deal. John Wiley & Sons, 2008. ISBN 978-0470225295.
- Schlafly, Phyllis; posthumously, with Ed Martin and Brett M. Decker. The Conservative Case for Trump. Regnery Publishing, 2016. ISBN 978-162157628-0.
- Seely, Hart. Bard of the Deal: The Poetry of Donald Trump. HarperCollins, 2015. ISBN 978-0062465160.
- Slater, Robert. No Such Thing as Over-exposure: Inside the Life and Celebrity of Donald Trump. Prentice Hall, 2005. ISBN 978-0131497344.
- Time, Editors of. Donald Trump: The Rise of a Rule Breaker. Time, 2016. ISBN 978-1683304166.
- Tucille, Jerome. Trump: The Saga of America's Most Powerful Real Estate Baron. Penguin Group, 1985. ISBN 978-1556110696.
- Whiticker, Alan. Trumped: the Wonderful World and Wisdom of Donald Trump. New Holland Publishers, 2016. ISBN 978-1742578965.
- Williamson, Kevin. The Case Against Trump. Encounter Books, 2015. ISBN 978-1594038778.
- Wooten, Sara. Donald Trump: From Real Estate to Reality TV. Enslow Publishers, 2009. ISBN 978-0766028906.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://www.lefigaro.fr/flash-actu/2018/04/04/97001-20180404FILWWW00353-trump-envoi-la-garde-nationale-a-la-frontiere-avec-le-mexique.php
- ↑ (en) Lec'hienn www.washingtonpost.com 10/11/2016: ‘Not my president’: Thousands protest Trump in rallies across the U.S.
- ↑ https://www.sudouest.fr/2020/11/04/election-americaine-le-scrutin-est-truque-l-accusation-recurrente-de-donald-trump-depuis-2012-8039874-10618.php.
- ↑ http://www.huffingtonpost.fr/2018/02/14/lavocat-de-donald-trump-avoue-avoir-verse-130-000-dollars-a-stormy-daniels_a_23361067/
- ↑ https://cf2r.org/editorial/russiagate-un-proces-a-charge-contre-donald-trump/
- ↑ What we know about the shooting at a Donald Trump rally. The Guardian (Gouere 2024).
| |||||||
1789 : G. Washington |
1845 : J. K. Polk |
1881 : C.A. Arthur |
|||||
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet Amerika • Ti Gwenn) |