Melania Trump
Melania Trump, ganet Melanija Knavs, alamanekaet e Melania Knauss, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1970 e Novo Mesto, Yougoslavia (Slovenia hiziv-an-deiz). Bet he deus bet ur vuhez vicherel hir evel maouez evit ar poltriji. Dimezet eo da Donald Trump 45vet prezidant ar Stadoù-Unanet Amerika ha deuet eo da vezañ ar First Lady. An eil gwreg d'ur prezidant stadunanat eo a orin estren, hag an hini gentañ na oa ket saoznegerez a vihanik.