Rudy Giuliani

Rudolph William Louis "Rudy" Giuliani, ganet d'an 28 a viz Mae 1944, a zo un den a afer hag ur politkour stadunanat. 107vet maer New York e voe eus ar 1añ a viz Genver 1994 betek an 31 a viz Kerzu 2001.
Ezel eo d'ar Strollad Republikan. Brudet eo evit kaout un doare komz dichek da geñver e enebourien pe an dud a zispriz.
War ar renk e oa evit an dilennadegoù prezidant e-pad caucus 2008.
Dilennadeg Donald Trump
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus harp Donald Trump e voe e-pad kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2016.
Manifestadegoù a zo bet e kêrioù bras 'zo eus ar Stadoù-Unanet evit enebiñ ouzh dilennadeg Donald Trump. Un hashtag "Notmypresident" a oa bet krouet. E-touez ar vanifesterien e oa ar ganerez Cher. Rudy Giuliani, harp a-grenn Donald Trump, a respontas en ur geñveriañ ar vanifesterien gant babiged moumounet[1] :
"We're bringing up a generation of spoiled crybabies [...] most of the kids aren't crying. Most of the kids are going to class."

Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Giuliani a zo bet dimezet teir gwech, gant Regina Peruggi, Donna Hanover ha Judith Nathan. D'ar 26 a viz Here 1968, dres goude ma voe diplomet eus ar skol-gwir e timezas gant e eil kenitervez, Regina Peruggi. En em anavezout a raent aboe o bugaleaj.
Giuliani a reas anaoudegezh gant Donna Hanover, ur vaouez vrudet er skinwel, e-pad ar bloavezh 1982. Kroget e oant d'en em welet pa oa-hi o labourat e Miami.
Krign-bev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Naontek vloaz goude ma yeas da Anaon tad Rudy Guiliani d'an oad a 73 vloaz (e-miz Ebrel 1981), gant ur c'hrign-bev en e brostat er Memorial Sloan–Kettering Cancer Center, Giuliani a voe kelaouet e oa tapet gant ar memes kleñved. Oadet a 55 bloaz, ur viopsienn graet e miz Ebrel 2000 a voe sklaer gant an disoc'hoù. Pareet eo bet goude mizioù ha mizioù stourm ouzh ar c'hleñved, dreist-holl dre bareadennoù an ospital Mount Sinai Medical Center.
Kredennoù relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rudy Giuliani a nac'h respont da c'houlennoù awenet gant e gredennoù relijiel pe e hengounioù, met sklaer eo gantañ e vez ul lodenn vras eus e vuhez diazezet war ar relijion gatolik. Pa voe goulennet gantañ ma oa ur c'hredour kristen gwir, Giuliani en doa respontet :
"My religious affiliation, my religious practices and the degree to which I am a good or not-so-good Catholic, I prefer to leave to the priests."
