Van Jones

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Van Jones e 2016

Anthony Kapel Jones, pe Van Jones, ganet d'an 20 a viz Gwengolo 1968 e Jackson (Tennessee) a zo ur stourmer politikel stadunanat, un addispleger, skrivagner hag alvokad. Bez eo ur bes krouer da meur a aozadur digorvo evel the Dream Corps un aozadur a roas lañs da: #cut50, #YesWeCode ha Green for All. Er bloavezh 2004, Jones a oa bet lakaet war-raok evel ur "penn yaouank bedel" gant ar World Economic Forum.

Van Jones a zo brudet evit gellout komz gant un doare dichek ar pezh a rankas anezhañ da guitaat ar strollad ren Obama e 2009. Krouer an termenadur Whitelash eo, a embannas 8 a viz Du 2016 e-kerzh un tabut war CNN e oa e bal dielfennañ votadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika 2016 ma voe dilennet Donald Trump da brezidant SUA.