Mont d’an endalc’had

Whitelash

Eus Wikipedia
Van Jones e 2016

Whitelash zo ur ger-malizenn saoznek nevez-c'hoveliet diwar an termenoù white "gwenn" ha backlash "astaol", "astos", evit komz eus un astaol a-berzh an dud wenn da geñver ar minorelezhioù all e Stadoù-Unanet Amerika.
Gant Anthony Kapel "Van" Jones (* 20 a viz Gwengolo 1968), unan eus kuzulerien Barack Obama, e voe distaget d'an 8 a viz Du 2016 e-kerzh un tabut war CNN e oa e bal dielfennañ votadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika 2016 ma voe dilennet Donald Trump da brezidant SUA[1].
Hervez Van Jones ez eo ar whitelash ar fed ma mouezhias tud wenn SUA evit Donald Trump evit difenn urzh kozh ar gevredigezh, evel ma oa a-raok stourm ar gwirioù gant ar minorelezhioù ha dilennadenn Barack Obama da brezidant SUA. Hervezañ, an dud wenn a votas evit Donald Trump a glask talañ ouzh nerzh ha pouez brasoc'h-brasañ ar minorelezhioù en o c'heñver er gevredigezh stadunanat.

This was a whitelash against a changing country. It was a whitelash against a black president, in part, and that's the part where the pain comes. And Donald Trump has a responsibility tonight to come out and reassure people that he is going to be the president of all the people who he insulted and offended and brushed aside.
"Ur whitelash enep ur vro o kemmañ eo bet kement-mañ [i.e. Donald Trump dilennet]. Ur whitelash eo bet enep ur prezidant du, evit ul lodenn, hag al lodenn-se eo an hini boanius. Ha fenoz ez eo atebegezh Donald Trump anataat ha diogelañ emañ o vont da vezañ prezident an holl dud a oa bet kunujennet, feuket ha lakaet a-gostez gantañ."

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]