Dilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 2020
![]() |
![]() |
Joe Biden e 2021 | Donald Trump e 2017 |
Dilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 2020 eo an 59vet hini en istor ar vro. Dalc'het eo bet d'ar Meurzh 3 a viz Du 2020. Ar voterien o devoa da choaz an dilennerien brezidantel a voto-int evit an danvez-prezidant d'ar 14 a viz Kerzu 2020. An daou skipailh da vezañ dilennet zo eus tu ar Republikaned ar prezidant Donald Trump gant ar besprezidant Mike Pence, hag evit ar Strollad Demokratel eo Joe Biden ha Kamala Harris.
Trec'her dilennadeg 2020 zo da vezañ kadoriet d'an 20 a viz Genver 2021. Ma vefe dilennet Biden e vefe ar prezidant koshañ en istor ar vro, o vezañ 78 vloaz da zevezh ar c'hadoriadur. Ar c'hentañ kevezer e vefe ivez o vezañ bet trec'het ur prezidant abaoe 28 vloaz. Ouzhpenn-se ma vez dilennet e vo ur vaouez o vezañ besprezidantez evit ar wech kentañ en istor ar vro. Ma vez addilennet Trump e vefe-e@ ar prezidant koshañ o vezañ e penn ar vro, en ur vezañ 74 vloaz e-kerzh kadoriadur 2021.
Biden hag Harris zo da vezañ kadoriet d'an 20 a viz Genver 2021. Trump a sav a-enep disoc'hoù an dilennadeg, embann a ra ez eus bet trucherezh ha savet ez eus bet klemmoù lies gant alvokadoù skipailh Trump a-enep an doare ma z'eo bet votet.