Mont d’an endalc’had

National Rifle Association of America

Eus Wikipedia

An National Rifle Association of America, anvet alies NRA, zo ur aozadur stadunanat hep pal arc’hantus savet e 1871. He fal pennañ eo difenn ar gwir da gaout ha da zougen armoù-tan er Stadoù-Unanet. Etre 4 ha 5 milion a izili zo ennañ hervez ar mammennoù[1].

Palioù kentañ an NRA da vare e grouidigezh e oa stummañ ar sitoaianed stadunanat d'an tennañ gant armoù-tan ha da greskiñ an niver a standoù-tennañ er vro. Goude votadeg an National Firearms Act e 1934 e troas tamm-ha-tamm war-zu difenn an armoù-tan war dachenn al lezenn.

Hiziv-an-deiz en em harp an NRA war eil enkemmad bonreizh ar Stadoù-Unanet[2] votet e 1791 evit difenn ar gwir da gaout, da brenañ ha da zougen armoù-tan. Kreñv-tre eo pouez an NRA e meteier ar galloud e Washington, D.C. koulz hag e pep stad. Milionoù a zollaroù a zispignont bep bloaz e oberoù lobbying evit ma vefe votet lezennoù a-du gant o falioù (3,6 milion e 2015 da skouer[3]), dre hanterouriezh he rann NRA-ILA (Institute for legislative action).

Pa vez kinniget lezennoù nevez evit lakaat un harz pe diaesaat ar c’henwerzh armoù er vro e c’halvont o izili da vont e darempred gant o dilennidi ; goude lazhadeg San Bernardino e 2015 (14 den lazhet) e teuas an NRA a-benn d’ober en doare e vije nac’het ul lezenn kinniget gant ar senedourien demokrat a-benn berzañ gwerzh an armoù d’an dud difennet dezhe tapout ar c’harr-nij er Stadoù-Unanet. Hervez ar sontadegoù e oa a-du 90 % eus ar Stadunaniz gant se koulskoude[3].

Da vare an dilennadegoù e skoazellont politikourien zo a-du gante dre brofoù arc'hant hag en ur lakaat anezhe war-wel en o c'hehentiñ. E 2024 o deus galvet da votiñ evit ar c'handidad republikan Donald Trump (unan eus o izili), a zo war ar renk evit bezañ prezidant ar vro, dre o rann NRA-ILA[4].

Izili hag arc'hantaouiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An NRA a embanne kaout ouzhpenn 5 milion a izili e 2024[1]. Hervez ar media The Trace a zo ispisializet war ar feulster stag ouzh an armoù-tan e SUA e oa 4,9 milion a izili e 2001 ha 4,3 milion e 2023[5]. War ziskar ez afe neuze an niver a izili abaoe 2013. E 2021 e oa bet dastumet 97 milion a zollaroù gant an NRA a-drugarez d’o emezeladennoù nemetken, da lavaret eo ar sammad izelañ abaoe ur pemzek vloaz bennak. War-dro 350 milion a zollaroù e oa o budjed e 2023. Dont a ra an arc’hant eus donezonoù hag emezeladennoù an izili[3].

Ouzhpenn an NRA-ILA, enni lobbyisted ha tud arbennik war ar gwir, he deus savet an NRA ar rannoù NRA Women evit desachañ muioc'h a verc'hed en aozadur hag NRA Ring of Freedom, he fal lakaat e darempred an dud a-du gant mennozhioù an NRA er vro a-bezh[6][7]. Embann a ra kelaouennoù paper hag enlinenn evel American Rifleman, American Hunter pe Shooting Illustrated[8].

Izili vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez an dud bet izili eus an NRA e kaver an aktourien Charlton Heston (bet prezidant an aozadur etre 1998 ha 2003)[9], Tom Selleck, Chuck Norris pe ar c'haner Ted Nugent[10]. Nav frezidant bet eus ar Stadoù-Unanet zo bet izili en aozadur : Ulysses S. Grant, Theodore Roosevelt, William Howard Taft, Dwight D. Eisenhower, Richard Nixon, Ronald Reagan, George H. W. Bush, Donald J. Trump ha John Fitzgerald Kennedy, an demokrat nemetañ en o zouez[11].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) Membership war lec'hienn an NRA (lennet d'an 01/09/2024)
  2. (en) "A well regulated Militia, being necessary to the security of a free State, the right of the people to keep and bear Arms, shall not be infringed.", kavet war lec'hienn Kendalc'h ar Stadoù-Unanet (lennet d'an 01/09/2024)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (fr) DAGORN Gary, Pourquoi le lobby des armes est-il si puissant aux Etats-Unis ?, Le Monde, 03/10/2017 (lennet d'an 01/09/2024)
  4. (en) NRA’s Political Victory Fund Endorses President Donald J. Trump, war lec'hienn an NRA-ILA, 18/0/2024 (lennet d'an 01/09/2024)
  5. (en) VAN SANT Will, The NRA Loses One Million Members, The Trace, 10/02/2023 (lennet d'an 01/09/2024)
  6. (en) NRA Women adalek lec'hienn an NRA (lennet d'an 01/09/2024)
  7. (en) NRA Ring of Freedom adalek lec'hienn an NRA (lennet d'an 01/09/2024)
  8. (en) NRA Publications adalek lec'hienn an NRA (lennet d'an 01/09/2024)
  9. (fr) NRA : Charlton Heston laisse son siège, war Allo-Ciné, 29/04/2003 (lennet d'an 01/09/2024)
  10. (en) Celebrities from the NRA, IMDb, 2011 (lennet d'an 01/09/2024)
  11. (en) GOULD Skye, SMITH Alan, The 9 US Presidents who have been NRA members, Business Insider
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan