Stad Islamek
Ar Stad Islamek (arabeg : الدولة الإسلامية ad-Dawlah al-ʾIslāmiyyah), bet ar Stad Islamek en Irak ha Siria pe ar Stad Islamek en Irak hag er Sav-Heol (الدولة الإسلامية في العراق والشام), anavezet ivez dre an teskanv داعش Daʿech, a zo ur stad emzisklêriet d'an 29 a viz Mezheven 2014 gant ur strollad jihadour sunnit, e doare ur galifelezh.
|
██ Stad Islamek ██ Lu Sirian Frank ha Talbenn Islamek ██ Gouarnamant Siria ██ Gouarnamant Iraq ██ Talbenn Al-Nosra ██ Kurded Siria ██ Kurded Iraq (Pechmergaed) ██ Tachennoù distabil |
Taolenn
E Libia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Libia en deus graet an aozadur Majilis Choura Chabab al-Islam le a feizleunded d'ar Stad Islamek d'an 3 a viz Here 2014. An aozadur-mañ a oa mestr war kêr Darnah d'an ampoent.
En Egipt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Egipt, d'an 10 a viz Du 2014, e ro da c'houzout ar strollad "Anṣār Bayt al-Maqdis", oberiant e Sinai, e ra an aozadur al le a feizleunder d'ar Stad Islamek, hag e kemer an anv "Wilayat Sinai" (Proviñs Sinai).
E Nigeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Nigeria, d'ar 7 a viz Meurzh 2015, e ro da c'houzout Aboubakar Shekau, rener Boko Haram, e ra e aozadur al le a feizleunder d'ar Stad Islamek.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Disklêriadur a feiz an islam eo ar chahada, ha piler kentañ ar relijion-se :
أشهد أن لآ إلَـهَ اِلا الله وأشهد أن محمدا رسول الله / Ašhadu an lā ilāha illa-llāh, wa-ašhadu anna Muḥammadan rasūlu-llāh
"Touiñ a ran n'eus doue ebet estreget an Doue, ha touiñ a ran ez eo Mohammed e gannad" - ↑ Ma lenner, a draoñ da laez : محمد Mouhammad "Mohammed", رسول rasoul "kannad", الله al-lah "an doue" ; gwech ebet ne vez lennet a laez da draoñ, ar pezh a vije ur vallozh rak a-us pep tra emañ an doue.