![]() | |
Krouidigezh : | 4 a viz C'hwevrer 2004 |
---|---|
Gennadoù labourerezh : | Internet, Rouedad sokial |
Niver implijidi : | 30275 e miz Even 2018 |
Kengreadur : | +300 milion USD[1] (2008) |
Disoc'h rik : | -50 milion USD[2] (priziadenn 2008) |
Lec'hienn Web : | www.facebook.com |
Facebook zo un embregerezh stadunanat hag ur rouedad sokial bet krouet e 2004 war an Internet gant Mark Zuckerberg (1984-). Bodañ tud tost pe zianav eo he fal, dre skignañ titouroù a bep seurt embannet gant ar wiaderien. Digor eo d'an holl abaoe miz Gwengolo 2006. Ouzhpenn ur miliard a izili he deus abaoe miz Here 2012 dre ar bed[3]. An eil lec'hienn muiañ gweladennet eo, goude google.com, hervez Alexa Internet[4]).
E Skol-Veur Harvard e voe krouet Facebook : rouedad sokial ar studierien a oa er penn-kentañ kent bezañ digor d'ar skolioù-meur amerikan all. Tennet eo e anv eus an albomoù luc'hskeudennoù a vez graet facebooks anezho e saozneg, a zo poldredaouegoù ar skolajidi, likezidi pe studierien a vez roet dezho e fin pep bloavezh-skol.
Embannet en doa an embregerezh Facebook d'an 2 a viz Here 2008 e oa o vont da lakaat e sez etrebroadel e Dulenn en Iwerzhon evit marc'hadoù Europa, Afrika hag ar Reter-Kreiz[5],[6]. E 2012 e voe lakaet Facebook er Yalc'h, ha talvoudekaet eo bet da 104 miliard a zollaroù.
Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Troet eo bet al lec'hienn e 121 yezh evit poent. Abaoe an 3 a viz Here 2014 e c'haller dibab ar brezhoneg a-douez al listennad yezhoù kinniget.
E spagnoleg hag en alamaneg da gentañ e oa bet troet al lec'hienn e miz c'hwevrer 2008. Bremañ emañ en holl yezhoù "bras" ha muioc'h-muiañ a yezhoù "bihan" a zo kinniget ; an esperanteg eo bet e-touez ar re gentañ.
Goulenn a ra Facebook digant e implijerien sikour evit treiñ e getal en o yezh vamm. Pep den a c'hall kinnig un droidigezh eus ar frazennoù orin e saozneg. Votiñ a ra ar genrouedaderien evit an hini a welont evel an hini wellañ.
E 2012 e voe ul lañs evit kaout an aotre da dreiñ Facebook e brezhoneg, ha krouet e voe bet ur strollad[7], en deus tizhet muioc'h eget 10 000 ezel e deroù 2013. Respontet eo bet gant ofisielidi Facebook e vije ret gortoz pell a-walc'h peogwir a oa dija meur a yezh war ar renk. Kenderc'hel a ra ar strollad da vodañ tud c'hoazh ha deuet eo da vezañ ul lec'h ma eskemm brezhonegerien ar rouedad kenetrezo.
Media[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Awenet eo bet ar sinema hag ar skinwel gant Facebook, da skouer The Social Network, ur film skignet e miz Here 2010, pe c'hoazh pennad 4 ar 14vet koulzad er stirad South Park, "0 mignon hoc'h eus" e ditl (ul luadenn eus Facebook eo).
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (en) The World's Billionaires #785 Mark Zuckerberg, Forbes, 3 a viz Mae 2008
- ↑ Estimated annual sales
- ↑ Le Monde en-linenn
- ↑ bed s_mode=global Alexa Top 500 Site
- ↑ (en) Facebook to set up international HQ in Dublin, The Irish Times, 3 a viz Here 2008.
- ↑ (en) Facebook to Establish International Headquarters in Dublin, Ireland, facebook.com, 2 a viz Here 2008.
- ↑ (br)(fr) Pajenn Facebook e brezhoneg
Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Copains d'avant
- Friendster
- Lezenn Metcalfe
- MySpace
- OpenSocial
- Rouedad sokial
- Trombi.com